Levr ar Salmoù 107:43
Piou a zô fûr évit mirout ann traou-zé, hag évit poella trugarézou ann Aotrou? ———— CVII. PSALM. Kanaouen pé Psalm évid David.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
42Ann dûd reiz a wélô kémen̄t-sé, hag en em laouénai; hag ar ré fallagr a zerro hô génou.
Read all of Levr ar Salmoù 107
Cross References
Psalms 28:5O véza n’hô deûz két poellet ôberiou ann Aotrou, ôberiou hé zaouarn, té hô c’hasô-da-gét, ha na savi mui anézhô.
Psalms 64:9Ha pép dén a zô bét spoun̄tet. Hag hî hô deûz embannet ôberiou Doué; hag hî hô deûz poellet hé labouriou.
Isaiah 42:20Lôd eûz ar c’hoat a zô éat é ludu, hag hé galoun diskian̄t a azeûl égilé, ha na zieûb két hé éné hé-unan, ha na lavar két: Labour va dourn n’eo néméd eur gaou.
Jeremiah 9:12Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz startéet ar béd gan̄d hé furnez, en deûz astennet ann én̄vou gan̄d hé boell.
Daniel 10:12Hag hén̄ a lavaraz d’in: N’az péz két a aoun, Daniel; râg aba ann deiz ken̄ta ma éc’h eûz roet da galoun d’ar poell, ha ma oud en em gastizet dirâk da Zoué, eo bét sélaouet oud da c’hériou; hag enn abek d’as gériou eo ounn deûet.