Levr Daniel 10:12
Hag hén̄ a lavaraz d’in: N’az péz két a aoun, Daniel; râg aba ann deiz ken̄ta ma éc’h eûz roet da galoun d’ar poell, ha ma oud en em gastizet dirâk da Zoué, eo bét sélaouet oud da c’hériou; hag enn abek d’as gériou eo ounn deûet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:29Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.
Numbers 29:7Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé a vézô ivé san̄tel hag énoruz évid-hoc’h: gwana a réot hoc’h énéou enn deiz-zé, ha na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.
Isaiah 35:4Ann Aotrou da Zoué en dévézô klévet héb arvar gériou Rabsasez, péhini a zô bét kaset gan̄t roué ann Assiried hé vestr, évid drouk-prézégi oud ann Doué béo, hag évid hé gunuc’ha gan̄t lavariou en deûz klévet ann Aotrou, da Zoué: gorré éta da béden évid ar ré a choum a zilerc’h.
Isaiah 41:14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.
Daniel 9:20Ha pa gomzenn c’hoaz, hag é pédenn, hag é kovéséenn va féc’héjou, ha péc’héjou va fobl a Israel, hag é oann strin̄ket d’ann douar dirâk va Doué oc’h hé bédi évid hé vénez san̄tel: