Levr ar Salmoù 123:3
Râg ann Aotrou na lézô két bépréd gwalen ar béc’herien war zigwéz ar ré reiz, gan̄d aoun na astenfé ar ré reiz hô douarn étrézég ar fallagriez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Have mercy upon us, O LORD, have mercy upon us: for we are exceedingly filled with contempt.
In Context
2Ménésiou a zô enn-drô d’ézhi; hag ann Aotrou a zô enn-drô d’hé bobl, a vrema ha da-vikenn.
4Grâ vâd, Aotrou, d’ar ré vâd, ha d’ar ré a zô éeun a galoun.
Read all of Levr ar Salmoù 123
Cross References
2 Samuel 6:16Ha pa oé deûtet arc’h ann Aotrou é kéar David, Michol, merc’h Saül, péhini a zellé dré eur prénestr, a wélaz ar roué David ô tan̄sa hag ô lammout dirâg ann Aotrou; hag hî a réaz goab anézhan̄ enn hé c’haloun.
Nehemiah 4:2Hag é lavaraz dirâg hé vreûdeûr, ha dirâg eul lôd brâz eûs a Zamaritaned: Pétrâ a râ ar gôz Iusévien-zé? Hag hô lézel a rai ar boblou da ôber? Hag hî a rai hô sakrifisou, hag hô peûr-c’hrai enn eunn dervez? Hag hî a hellô laboura gan̄t mein, a zô bét lékéat gan̄d ann tân enn eur bern ludu?
Psalms 4:1Pa c’halvenn anézhan̄, Doué, va reiz, en deûz klévet ouz-in; pa oann er c’hlac’har, éc’h eûz va zennet a boan.
Psalms 44:14Da zorc’hen éc’h eûz hol lékéat é-touez ar brôadou; hag ar boblou a hej hô fenn.
Psalms 57:1Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in: râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.
Psalms 89:50Az péz koun, Aotrou, eûz ann dismégan̄s hô deûz gréat kalz brôadou d’as servicherien, hag em eûz dalc’het em askré;