Levr ar Salmoù 57:1
Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in: râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Mé a c’harmô oud Doué ann Uc’hel-meûrbéd; Doué péhini en deûz gréat vâd d’in.
Cross References
Ruth 2:12Ra zistolô ann Aotrou war-n-oud ar mâd éc’h eûz gréat, ha ra rôi ann Aotrou, Doué Israel, eur gôbr ar brasa d’id, pa oud deûet d’hé gavout, ha d’en em deûrel dindân he ziou-askel.
1 Samuel 24:3Hanô ann dén-zé a oa Nabal, hag hanô hé c’hrég Abigail: ar c’hrég-zé a oa fûr ha kaer; hôgen hé ozac’h a oa kalet, ha drouk, ha fallagr. Eûz a wenn Kaleb é oa.
1 Samuel 24:8Goulenn-hén̄ digan̄d da dûd, hag hî hel lavarô d’id. Hôgen bréma ra gavô da zervicherien trugarez dirâk da zaoulagad; râg enn eunn deiz mâd é teûomp: rô d’as servicherien, ha da Zavid, da vâb, ar péz en em gavô dindân da zourn.
Psalms 2:12Dalc'hit mad d’ar reiz, gan̄d aoun na zeûjé ann Aotrou da zével droug enn-han̄ (T), ha na vec’h tennet eûz ann hen̄t reiz.
Psalms 13:5Gan̄d aoun na lavarfé va énébour: Tréac’h ounn bét d’ézhan̄. Ar ré a heskin ac’hanoun a dridô mar bézann kéflusket:
Psalms 36:7Péger braz eo, ô Doué, da drugarez! Ha bugalé ann dûd a lakai hô géd dindan gwarez da ziou-askél.