Levr ar Salmoù 22:24
Holl wenn Israel ra zoujô anézhan̄, ô véza n’en deûz két faéet na disprizet goulenn ar paour ha n’en deûz két distrôet hé zaoulagad diouz-in; ha ma en deûz sélaouet out va garm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23C’houi péré a zouj ann Aotrou, meûlit-hén̄; holl wenn Jakob, énorit-hén̄.
Cross References
Psalms 22:2Va Doué, mé a c’harmô a-zoug ann deiz, ha na zelaoui két ouz-in; hag a zoug ann nôz, ha na vézô két tamallet da ziboell d’in.
Psalms 34:6Ar paour-zé en deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-han̄ hag en deûz hé zieûbet eûz hé holl en̄krézou.
Psalms 69:17Ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h da baotr; ô véza ma émounn enn en̄krez, sélaou buan ouz-in.
Psalms 116:3Ra lavarô bréma tî Aaron pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.
Isaiah 50:6Râk-sé é anavézô va fobl va hanô enn deiz-zé; ha mé péhini a gomzé gwéchall, chétu mé bréma.
Hebrews 5:7Ével-sé é deisiou hé gîk, ô véza kinnniget gan̄d garm ha gan̄d daérou hé bédennou hag hé c’houlennou d’ann hini a hell hé zavétei eûz ar marô, eo bét sélaouet enn abek d’hé zoujan̄s.