The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 22

1Va Doué, va Doué, sell ouz-in; pérâg éc’h eûz-dé va dilézet? Garmou va féc’héjou a bella ac’hanoun diouc’h va zilvidigez.

2Va Doué, mé a c’harmô a-zoug ann deiz, ha na zelaoui két ouz-in; hag a zoug ann nôz, ha na vézô két tamallet da ziboell d’in.

3Hôgen té a choum el léac’h san̄tel, meûleûdi Israel.

4Hon tadou hô deûz gédet enn-od: gédet hô deûz, hag éc’h eûz hô dieûbet.

5Etrézég enn-od hô deûz garmet, hag in̄t bét dieûbet; enn-od hô deûz lékéat hô gét, ha n’in̄t két bét reûstlet.

6Évid-oun-mé a zô eur prénv, ha nann eunn dén; mézégez ann dûd, ha stlabez ar bobl.

7Ar ré holl am gwélé, a réa goab ac’hanoun; digeri a réan̄t hô muzellou, hag éc’h hejen̄t hô fenn.

8Lékéat en deûz hé c’héd enn Aotrou, émé-z-hô, ra ziéréô anézhan̄; ra zieûbô anézhan̄, mar kâr anezhan̄.

9Râk té eo éc’h eûz va zennet eûz a gôv vâ mamm; va géd oud bét pa édoun c’hoaz oud ar vronn.

10Etrézég enn-od ounn en em daolet kerken̄t ha ma ounn deûet er-méaz eûz hé dargreiz; va Doué oud aba ma ounn deûet eûz a gôv va mamm.

11N’en em denn két diouz-in, râg ar c’hlac’har a zô tôst; râk n’eûz hini a gémen̄t am skoazelfé.

12Kalz a éjenned iaouan̄k hô deûz va strôbet; tirvi lard hô deûz va grounnet.

13Digoret hô deûz hô génou war-n-oun, ével eul léon skrapuz ha iuduz.

14Ével dour ounn bét dinaouet, ha va holl eskern a zô bét diléc’het. Va c’haloun em c’hreiz a zô deûet ével koar zô ô teûzi.

15Dizec’het eo va ners ével eur pôd-prî, ha va zéôd a zô en em staget out va staon̄; ha va c’haset éc’h eûz bété poultr ar béz.

16Râk kalz a châs hô deûz va strôbet; eur strollad a dûd droug en deûz va grounnet. Toullet hô deûz va daouarn ha va zreid.

17Va holl eskern hô deûz nivéret. Hag hi a zellé ouz-in hag a arvesté ac’hanoun.

18Rannet hô deûz va diḻad étré-z-hô, hag hô deûz taolet va zaé d’ar sort.

19Hôgen té, Aotrou, na bella két da skoazel diouz-in; laka da boan évit va diwallout.

20Dieûb va éné eûz ar c’hlézé, ô Aotrou; tenn-hén̄, pa n’em eûz német-han̄, eûz a baô ar c’hi.

21Savété ac’hanoun eûz a c’hénou al léon; ha va vuelded eûz a gerniel ann unikorned.

22Diskleria a rinn da hanô d’am breûdeûr; é-kreiz ann iliz é veûlinn ac’hanod.

23C’houi péré a zouj ann Aotrou, meûlit-hén̄; holl wenn Jakob, énorit-hén̄.

24Holl wenn Israel ra zoujô anézhan̄, ô véza n’en deûz két faéet na disprizet goulenn ar paour ha n’en deûz két distrôet hé zaoulagad diouz-in; ha ma en deûz sélaouet out va garm.

25Va meûleûdi a zavinn étrézég enn-od enn eur strollad brâz; va gwéstlou a rôinn dirâg ar ré a zouj anézhan̄.

26Ar béorien a zebrô, hag hi hô dévézô hô gwalc’h; hag ar ré a glaskô ann Aotrou a veûlô anézhan̄; hô c’halonou a vévô é amzer ann amzeriou.

27Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou: hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,

28O véza ma eo ar galloud d’ann Aotrou ha ma eo hén̄ a aotrouniô war ar brôadou.

29Ar ré lard eûz ann douar a zebrô hag a azeûlô holl; ar ré holl a ziskenn enn douar, a gouézô dira-z-han̄.

30Ha va éné a vévô évit-han̄; ha va gwenn a zervichô anézhan̄.

31Ar rumm da zon̄t a vézô disklériet d’ézhan̄; hag ann én̄vou a zisklériô hé reizded d’ar bobl a dlé béza ganet, hag a zô bét gréat gan̄d ann Aotrou. ———— XXII. PSALM. Psalm David.

← Levr ar Salmoù 21Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 23 →

Study Levr ar Salmoù 22

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150