The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 36

1Ann dén direiz en deûz lavaret enn hé galoun, é fellé d’ézhan̄ péc’hi; n’éma két doujan̄s Doué dirâg hé zaoulagad.

2Râk touéllérez en deûz gréat dira-z-han̄; hag hé fallagriez é deûz hé lékéat da véza kaséet.

3Geriou hé c’hénou n’int némét fallagriez ha touellérez; né két bét fellet d’ézhan̄ deski ôber ar mâd.

4Ar fallagriez en deûz mennet enn hé wélé; arzaôet eo enn holl hen̄chou ha na oa két mâd, ha n’en deûz két kaséet ann drougiez.

5Aotrou, da drugarez a ia bétég ann én̄v, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.

6Da reizded a zô ével ar ménésiou ar ré uc’héla; da varnou a zô eul loun̄k doun. Ann dûd hag al léoned a zieûbi, Aotrou.

7Péger braz eo, ô Doué, da drugarez! Ha bugalé ann dûd a lakai hô géd dindan gwarez da ziou-askél.

8Gwalc’het é vézin̄t gan̄t founder da dî; hag é rôi da éva d’ézhô eûz a froud da zudi.

9Râg gan-éz éma ar feun̄teun a vuez; hag enn da c’houlou é wélimp ar goulou.

10Astenn da drugarez war ar ré a anavez ac’hanod, ha da reizded war ar ré a zô reiz a galoun.

11Na zeûet két bétég enn-oun troad ann dén rôk; ha na fin̄vet két ac’hanoun dourn ar péc’her.

12Énô eo bét kouézet ar ré a râ fallagriez; boun̄tet in̄t bét, ha n’hô deûz két gellet choum enn hô zâ. ———— XXXVI. PSALM. Psalm da David.

← Levr ar Salmoù 35Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 37 →

Study Levr ar Salmoù 36

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150