Levr ar Salmoù 38:12
Ar ré a glaské va buez a strivé ouz-in; hag ar ré a fellé d’ézhô ôber droug d’in a gomzé gan̄t balc’hder, hag a glaské touéllérézou héd ann deiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Évid-oun-mé hén̄vel oud eur bouzar na glevenn két; hag ével eur mûd na zigorenn két va génou.
Cross References
2 Samuel 17:1Hôgen Ac’hitofel a lavaraz da Absalom: Dilenna a rinn daouzék mil dén gan-én̄, ha mé a zavô hag a iélô war lerc’h David enn nôz-man̄.
Psalms 10:9Hé zaoulagad a zell oud ar paour; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour: évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.
Psalms 35:4Ra vézô mézekéet ha spoun̄tet ar ré a glask va buez; ra zistrôiô war hô c’hiz, ha ra vézô mézékéet ar ré a fell d’ézhô ôber drouk d’in.
Psalms 41:5Va énébourien hô deûz lavaret drouk d’in: Peûr é varvô, hag é vézô kaset hé hanô da-gét?
Psalms 62:3Bété pégeit en em daolot-hu war eunn dén, hag en em lékéot holl évid hé laza, ével oud eur vôger kostézet, pé oud eur gôz vur horellet?
Psalms 69:9Râg ann oaz eûz da dî a wast ac’hanoun; hag ann dismégan̄sou a zô bét gréat d’id a zô kouézet war-n-oun.