Levr ar Salmoù 10:9
Hé zaoulagad a zell oud ar paour; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour: évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Azéza a ra é spi gan̄d ar ré binvidik é lec’hiou kuzet, évit laza ann dén dinam.
Cross References
Job 5:15Hôgen Doué a zieûbô ann ézommek eûz a glézé hô génou, hag ar paour eûz a ziboell hô daouarn.
Psalms 12:5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
Psalms 35:10Va holl eskern a lavarô: Aotrou, piou a zô hén̄vel ouz-id? Te eo a denn ann ézommek eûz a zaouarn ar ré a zô kréoc’h égét-han̄, hag ann tavan̄tek hag ar paour eûz a zaouarn ar ré a wast anézhan̄.
Psalms 59:3Râk chétu é klaskon̄t kaout va éné; tûd kré a zô en em daolet war-n-oun.
Psalms 140:5Komza a rain̄t eûz a gaerded da c’hloar ha da zan̄télez; hag é tanévellin̄t da vurzudou.
Proverbs 22:16Néb a wask war ar paour, évit kreski hé vadou hé-unan, a rôi ivé da binvidikoc’h égét-han̄, hag a gouézô enn diénez.