The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 38

1Aotrou, na damall két ac’hanoun enn da frouden, ha na gastiz két ac’hanoun enn da vuanégez.

2Râk da zaésiou a zô san̄ket enn-oun; ha da zourn a zô pounnéréet war-n-oun.

3N’eûz nétrâ a iac’h em c’hîk er gwél eûz da vuanégez; n’eûz péoc’h é-béd em eskern er gwél eûz va féc’héjou,

4O véza ma eo éat va fallagriézou dreist va fenn; ha ma hô deûz pounnéréet war-n-oun ével ar béac’h ar pounnéra.

5Va gouliou a zô leûn a zaotr hag a vreinadurez, enn abek d’am diboell.

6Reûzeûdig ounn deûet, ha kroummet ounn a-grenn; héd ann deiz é kerzann leûn a c’hlac’har,

7O véza ma eo leûn va digroazel a wall-zoaré; ha n’eûz nétrâ a iac’h em c’hîk.

8Glac’haret ounn bét, gwall vuéléet ounn bét; iuda a réann é keinvan va c’haloun.

9Aotrou, dira-z-od éma va holl ioul; ha va c’heinvan né két kuzet ouz-id.

10Kéflusket eo va c’haloun, va ners a zilez ac’hanoun; ha goulou va daoulagad n’éma mui zô-kén gan-én̄.

11Va miñouned ha va c’héren̄t-nés a zô tôstéet ouz-in hag a zô choumet a zâ. Hag ar rê a oa em c’hichen, a zô en em dennet pell.

12Ar ré a glaské va buez a strivé ouz-in; hag ar ré a fellé d’ézhô ôber droug d’in a gomzé gan̄t balc’hder, hag a glaské touéllérézou héd ann deiz.

13Évid-oun-mé hén̄vel oud eur bouzar na glevenn két; hag ével eur mûd na zigorenn két va génou.

14Ha mé a zô deûet ével eunn dén ha na glev két; ha péhini n’en deûz két a lavar enn hé c’hénou.

15O véza ma em eûz lékéat va géd enn-od, Aotrou: té a glevô ouz-in, Aotrou va Doué,

16O véza ma em eûz lavaret: N’en em laouénaen̄t két va énébourien diwar va fenn; hî péré, pa eo bét horellet va zreid, hô deûz lavaret traou balc’h ac’hanoun;

17O véza ma ounn daré da véza skourjézet, ha ma éma bépréd va glac’har dirâk va daoulagad;

18O véza ma rôinn da anaout va fallagriez, ha m’am bézô koun eûz va féc’hed.

19Koulskoudé va énébourien a zô béô, hag a zô en em grévéet ouz-in; hag ar ré a gasa ac’hanoun héb abek a zô kresket é niver.

20Ar ré a rô droug évit mâd a wall-gomzé diwar va fenn, ô véza ma heûlienn ar mâd.

21Na zilez két ac’hanoun, Aotrou va Doué; na bella két diouz-in.

22Deûz buan d’am skoazella, Aotrou, Doué va zilvidigez. ———— XXXVIII PSALM. Évit an divez, da Iditum, kanaouen David.

← Levr ar Salmoù 37Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 39 →

Study Levr ar Salmoù 38

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150