Levr ar Salmoù 42:8
Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’hé drugarez don̄t d’ann deiz merket: ha d’hé ganaouen don̄t d’ann nôz (M). Mé a bédô enn-oun Doué va buez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 28:8Ha bugalé Israel a voélaz anéz-han̄ é kompézen Moab é-pâd trégon̄t dervez: hag ar ré a voélé Moizez a baouézaz hô c’haon̄ d’ézhan̄. (M).
Job 35:10Ha n’en deûz két lavaret: Péléac’h éma ann Doué péhini en deûz va c’hréat, péhini a laka da gana kanaouennou enn nôz?
Psalms 27:1Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez; râk piou em bézô-mé aoun? Ann Aotrou eo a ziwall va buez; piou am lakai da gréna?
Psalms 44:4Té a zô ivé va roué ha va Doué: té péhini éc’h eûz dieûbet Jakob gan̄d da c’hourc’hémenn.
Psalms 63:6Ma em eûz bét koun ac’hanod war va gwélé, é likiinn va ménoz enn-od adaleg ar min̄tin,
Psalms 88:8Pelléet éc’h eûz diouz-in ar ré am anavézé; é argarzidigez ounn bét évit-hô. Serret ounn bét, ha na hellenn két mon̄d er-méaz.