Levr ar Salmoù 42
1Ével ma c’hoan̄ta ar c’harô douréier ar feun̄teuniou; ével-sé, va Doué, é c’hoan̄ta va éné ac’hanod.
2Va éné en deûz séc’hed eûz ann Doué kré ha béô; peûr é teûinn hag en em ziskouézinn dirâk Doué?
3Va daérou a zô bét da vara d’in nôz-deiz, pa lavared d’in bemdez: Péléac’h éma da Zoué?
4Koun zô deûet d’in eûz a gémen̄t-sé, hag em eûz skuḻet va éné enn-oun va-unan: ô véza ma tréméninn dré al léac’h ma éma ann tabernakl estlammuz, bété tî Doué; é-kreiz ar c’hân hag al lévénez, ha trouz ar banvez.
5Pérâk, va éné, oud-dé trist? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun? Laka da c’héd enn Aotrou; râg hé veûli a rinn c’hoaz, ével silvidigez va dremm,
6Ha va Doué. Va éné a zô bét en̄krézet enn-oun va-unan; râk-sé em bézô koun ac’hanod eûz a zouar ar Jourdan, eûz a Hermon, hag eûz ar ménez bihan.
7Eul loun̄k a zenn eul loun̄k all d’hé heûl, galvet gan̄t mouez da zic’hlannou (M). Da holl goummou ha da holl wagennou a zô dilammet war-n-oun (M).
8Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’hé drugarez don̄t d’ann deiz merket: ha d’hé ganaouen don̄t d’ann nôz (M). Mé a bédô enn-oun Doué va buez.
9Mé a lavarô da Zoué: Va digémer oud. Pérâg éc’h eûz-té va an̄kounac’héet? Ha pérâg é kerzann-mé trist, en̄dra ma ounn glac’haret gan̄d ann énébour?
10En̄dra ma vréveur va eskern, va énébourien, péré a heskin ac’hanoun, a ra c’hoaz tamallou d’in, ô lavarout d’in bemdez: Péléac’h éma da Zoué?
11Pérâk, va éné, oud-dé trist? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun? Laka da c’héd enn Aotrou; râg hé veûli a rinn c’hoaz, ével silvidigez va dremm, ha va Doué. ———— XLII. PSALM. Psalm David.