Levr ar Salmoù 42:9
Mé a lavarô da Zoué: Va digémer oud. Pérâg éc’h eûz-té va an̄kounac’héet? Ha pérâg é kerzann-mé trist, en̄dra ma ounn glac’haret gan̄d ann énébour?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 13:1Bété pégeit, Aotrou, éc’h an̄kounac’hai ac’hanoun? Hag évit bépréd é vézô? Bété pégeit é tistrôi-dé da zaoulagad diwar-n-oun (T)?
Psalms 22:1Va Doué, va Doué, sell ouz-in; pérâg éc’h eûz-dé va dilézet? Garmou va féc’héjou a bella ac’hanoun diouc’h va zilvidigez.
Psalms 38:6Reûzeûdig ounn deûet, ha kroummet ounn a-grenn; héd ann deiz é kerzann leûn a c’hlac’har,
Psalms 44:23Pérâg é tistrôez-té da zaoulagad, hag éc’h an̄kounac’héez hor paourén̄tez hag hon en̄krez?
Psalms 62:2Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver, va difenner; ha na vézinn mui kéflusket.
Psalms 77:9Hag an̄kounac’haad a rai Doué béza trugarézuz? Pe é talc’hô enn hé vuanégez hé drugarézou?