The Bible Software
bible.software › Levr ar Salmoù › Levr ar Salmoù 47 › Levr ar Salmoù 47:3

Levr ar Salmoù 47:3

Lékéat en deûz ar boblou da bléga dindân-omp, hag ar brôadou dindân hon treid.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

He shall subdue the people under us, and the nations under our feet.

In Context

2Râg ann Aotrou a zô uc’hel-brâz, hag estlammuz; roué brâz war ann douar holl.

4Dilennet en deûz hé zigwéz enn-omp; géned Jakob en deûz karet.

Read all of Levr ar Salmoù 47

Cross References

Joshua 10:24Ha pa oen̄t bét digaset d’ézhan̄, é c’halvaz holl oazed Israel, hag é lavaraz d’ar ré gen̄ta eûz ann armé a oa gan̄t-han̄: It, ha likid hô troad war c’houzoug ar rouéed-zé. Pa hô dôé gréat kémen̄t-sé, ha pa oa hô zreid war chouzoug ar ré-man̄,

Psalms 18:47Doué péhini a rô ven̄jan̄s d’in, hag a laka ar boblou dindân va béli, a zieûb ac’hanoun diouc’h va énébourien enn hô frouden.

Psalms 81:14Eaz em bijé martézé vuéléet hé énébourien; hag em bijé savet va dourn war ar ré a en̄kréze anézhô.

Psalms 99:2Brâz eo ann Aotrou é Sion: hag uc’hel eo dreist ann holl boblou.

Jeremiah 10:7Râk pédet stard em eûz hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt, bétég-henn; hô fedet stard em eûz diouc’h ar min̄tin, ô lavaront: Sélaouit va mouéz:

Malachi 1:14Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou: râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou. ———— II. PENNAD Gourdrouzou a énéb ar véleien. Kevrédigez ar briédélez didorruz. l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien. 2 Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun. 3 Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h. 4 Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou. 5 Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h: hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô. 6 Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou: er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez. 7 Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou. 8 Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen: kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou. 9 Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen. 10 Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou? 11 Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem: ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz. 12 Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou. 13 Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄: gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn. 14 Ha c’houi hoc’h eûz lavaret: Dré bé abek? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet: hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr ar Salmoù 47:3

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr ar Salmoù 47:2Levr ar Salmoù 47Levr ar Salmoù 47:4 →