Levr ar Salmoù 47
1Brôadou, stlakit holl hô taouarn; kanit d’ann Aotrou gan̄d eur vouéz laouen.
2Râg ann Aotrou a zô uc’hel-brâz, hag estlammuz; roué brâz war ann douar holl.
3Lékéat en deûz ar boblou da bléga dindân-omp, hag ar brôadou dindân hon treid.
4Dilennet en deûz hé zigwéz enn-omp; géned Jakob en deûz karet.
5Doué a zô piñet el lévénez, hag ann Aotrou é-kreiz soun ar c’horn-boud.
6Kanit da c’hloar hon Doué, kanit; kanit da c’hloar hor roué, kanit.
7Râk roué ann douar holl eo Doué; kanit gan̄t furnez.
8Doué a rénô war ar brôadou: Doué a zô azézet war hé drôn san̄tel.
9Prin̄sed ar boblou a zô en em strollet war-drô da Zoué Abrâham; râk douéed kré ann douar a zô en em uc’héléet meûrbéd. ———— XLVII. PSALM. Psalm-kanaouen évit mipien Koré, évid eil zervez ar sabbat.