Levr ar Salmoù 53:5
Ha n’her gwézin̄t két, hî holl péré a ra fallagriez, hî péré a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
1 Samuel 14:15Ha Saül a lavaraz: eûz a Amalek in̄t bét digaset; râg ar bobl en deûz espernet ar péz a oa a wella enn dén̄ved hag enn éjenned, évit hô c’henniga d’ann Aotrou, da Zoué, é sakrifiz; rag ar ré all a zô bét lazet gan-é-omp.
Job 15:21Trouz ar spoun̄t a zô bépréd enn hé skouarn; ha pa éma é péoc’h, en deûz aoun bépréd râg ar spiou.
Psalms 14:5N’hô deûz két galvet ann Aotrou; krénet hô deûz enn eul léac’h é péhini né oa két a aoun da gaout,
Psalms 35:26Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet ar ré en em laouéna eûz va gloasiou. Ra vézô gôlôet a véz hag a spoun̄t ar ré a gomz gan̄t rôgen̄tez em enep.
Psalms 73:20Evel huvré ar ré a zihun, Aotrou, é kasi da nétrâ hô skeûden enn da géar.