Levr ar Salmoù 55:3
Gan̄t mouéz ann énébour, ha gan̄d en̄krez ar péc’her. O véza ma hô deûz taolet fallagriézou war-n-oun; ha ma hô deûz va heskinet enn hô buanégez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Va c’haloun a zô reûstlet enn-oun; ha spoun̄t ar marô a zô kouézet war-n-oun.
Cross References
2 Samuel 16:7Hag ével-henn é lavaré Séméi, ô villiga ar roué: Deûz er-méaz, deûz er-méaz dén a c’hoad, dén fallagr.
Psalms 12:5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
Psalms 27:12Na rô két ac’hanoun da ioul ar ré a heskin ac’hanoun râk gwall destou a zô savet em énep; hag ar fallagriez a zô trôet é gaou out-hi hé-unan.
Psalms 54:3Râk diavésidi a zô savet em énep, ha lôd kré hô deûz klasket va buez: ha n’hô deûz két lékéat Doué dira-z-hô.
Psalms 73:8Mennet hô deûz, hag hô deûz lavaret drouk; uc’hel hô deûz lavaret fallagriez.