Levr ar Salmoù 57
1Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in: râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.
2Mé a c’harmô oud Doué ann Uc’hel-meûrbéd; Doué péhini en deûz gréat vâd d’in.
3Kaset en deûz eûz ann én̄v, hag en deûz va dieûbet; ar ré a vac’hé ac’hanoun en deûz mézékéet. Doué en deûz kaset hé drugarez hag hé wirionez,
4Hag hén̄ en deûz tennet va éné eûz a greiz al léonédigou; kousket ounn bét leûn a reûstl. Bugalé ann dûd hô deûz den̄t ével armou ha saésiou: hag hô zéôd a zô eur c’hlézé lemm.
5En em zaô, ô Doué, dreist ann én̄vou; ha bézet da c’hloar enn douar holl.
6Eur spi hô deûz aozet out va zreid; ha va éné hô deûz kroummet. Eunn toull hô deûz kleûsiet dira-z-oun; hag in̄t kouézet enn-han̄.
7Aozet eo va c’haloun, ô Doué, aozet eo va c’haloun; mé a ganô, hag a veûlô ac’hanod war ar binviou.
8Saô, va gloar, savit, va liren ha va zélen: mé a zavô diouc’h ar min̄tin.
9Mé a an̄savô ac’hanod, Aotrou, é-touez ar boblou; hag é veûlinn ac’hanod war ar binviou é-touez ar brôadou:
10O véza ma eo savet da drugarez béteg ann en̄vou, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.
11En em zaô, ô Doué, dreist ann én̄vou; ha bézet da c’hloar war ann douar holl. ———— LVII. PSALM. Évid ann divez, na zispenn két. David en deûz lékéat ar skrîd-man̄ da en̄vor.