Levr ar Salmoù 60:3
Traou kalet éc’h eûz diskôuézet d’as pobl; gwîn-man̄tr éc’h eûz rôet d’é-omp da éva.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Thou hast shewed thy people hard things: thou hast made us to drink the wine of astonishment.
In Context
2Kéflusket eo ann douar gan-éz, hag hé reûstlet éc’h eûz: iac’ha hé darzou râk kéflusket eo bét.
Cross References
Nehemiah 9:32Bréma éta, hon Doué brâz, kré ha galloudek, péhini a wîr da gévrédigez ha da drugarez, na zistrô két da lagad diouc’h ar c’hlac’har a zô kouézet war-n-omp, ha war hor rouéed, ha war hor brin̄sed, ha war hor béleien, ha war hor broféded, ha war hon tadou, ha war da holl bobl, abaoé deisiou roué ann Assiria bétég-henn.
Psalms 75:8Râg é dourn ann Aotrou éz eûz eur c’hôp gwîn pûr leûn a c’houervder. Hag hén̄ a skuḻ da hé-man̄ ha da hen-hon̄t; koulskoudé al lec’hid anézhan̄ né két c’hoaz deûet da hesk; ann holl béc’herien eûz ann douar a évô eûz anézhan̄.
Psalms 80:8Dizouget éc’h eûz ar winien eûz ann Éjipt; ar brôadou éc’h eûz kaset-kuit, hag éc’h eûz hé flan̄tet.
Psalms 89:39Diskaret éc’h eûz kévrédigez da zervicher; saotret éc’h eûz oud ann douar hé gurunen.
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.