Levr ar Salmoù 80:8
Dizouget éc’h eûz ar winien eûz ann Éjipt; ar brôadou éc’h eûz kaset-kuit, hag éc’h eûz hé flan̄tet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Thou hast brought a vine out of Egypt: thou hast cast out the heathen, and planted it.
In Context
7Doué ann arméou, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T) ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.
9Réner ann hen̄t oud bét dira-z-hi; startéet éc’h eûz hé grisiou, hag hî é deûz leûniet ann douar.
Cross References
Joshua 13:6Ar ré holl a choum war ar ménez, adaleg al Liban bété douréier Maséréfot, hag ann holl Zidonied. Mé eo hô bévézô eûz a zirâk bugalé Israel. Ra zeûi éta ar vrôiou-zé é lôden digwéz Israel ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’îd.
Psalms 44:2Da zourn en deûz kaset-da-gét ar brôadou, hag éc’h eûz hô lékéat énô: glac’haret hag harluet éc’h eûz ar boblou-zé.
Psalms 78:55Hag é lékéaz breûriézou Israel da choum enn hô zeltou.
Isaiah 27:2Mé a c’hrounnô Ariel, hag hî a vézô trist ha glac’haret; hag hî a vézô évid-oun ével ann aoter Ariel.
Jeremiah 12:10Ar bobl drouk-zé, péré na fell két d’ézhô sélaoui va gériou, péré a gerz é diroll hô c’haloun, hag a ia war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô servicha hag hô azeûli; hag hî a vézô hén̄vel oud ar gouriz-zé, péhini n’eo-mâd da nétrâ.
Ezekiel 15:6Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma em eûz roet ar c’hoat gwini, é-touez gwéz ar c’hoajou, d’ann tân évit béza dévet, ével-sé é rinn da dûd Jéruzalem.