Levr ar Salmoù 78:55
Hag é lékéaz breûriézou Israel da choum enn hô zeltou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
56Hôgen hî a demptaz hag a hégaz Doué ann Uc’hel-meûrbéd; ha na virchon̄t két hé gémennou.
Cross References
Numbers 33:54Hag é rannot anézhan̄ étré-z-hoc’h dré ar sort. Eul lôden vrasoc’h a rôot d’ar ré a vézô kalz, hag eul 1ôden vihanoc’h d’ar ré a vézô nébeût. Pép-hini en dévézô hé zigwéz diouc’h ma kouézô ar sort; ha pép lôden a vézô rannet hervez ar breûriézou hag ar c’héren̄tiézou.
Joshua 6:1Hôgen Jériko a oa serret ha krévéet, gan̄d ar spoun̄t rak bugalé Israel; ha dén na grédé mon̄d er-méaz na mon̄d ébarz.
Joshua 19:51Ar ré-zé eo ann digwésiou a rannaz dré ar sort Éléazar ar Bélek- braz ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed kéren̄tiézou ha breûriézou bugalé Israel, é Silo, dirâg ann Aotrou, é-tâl dôr tabernakl ann desténi: hag hî a rannaz ann douar. ———— XX. PENNAD. Keriou ménéc’hi.
Joshua 23:4Hag é rôiz d’ézhan̄ Izaak: ha da Izaak é rôiz Jakob hag Ézan. Da Ézan é rôiz ménez Seir é kers; hôgen Jakob hag hé vugale a ziskennaz d’ann Éjipt.
Psalms 44:2Da zourn en deûz kaset-da-gét ar brôadou, hag éc’h eûz hô lékéat énô: glac’haret hag harluet éc’h eûz ar boblou-zé.
Psalms 105:44Hag é rôaz d’ézhô brôiou ar brôadou; ha labouriou ar boblou a oé d’ézhô: