Levr ar Salmoù 78
1Sélaouit va lézen, ô va fobl; digorit hô skouarn da c’heriou va génou.
2Digéri a rinn va génou gan̄t parabolennou; diskléria a rinn traou kuzet abaoé ar penn-ken̄ta:
3Eûz a gémen̄t hon eûz klévet hag anavézet, hag a zô bét lavaret d’é-omp gan̄d hon tadou.
4N’hô deûz két hé guzet d’hô bugalé, na d’hô nésted. Lavaret hô deûz meûleûdiou ann Aotrou, hag hé nerz, hag ar burzudou en deûz gréat.
5Eunn desténi en deûz savet é Jakob, hag eul lézen en deûz lékéat enn Israel; ma rôjé hon tadou da anaout d’hô bugalé ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhô,
6Évit ma vézô anavézet gan̄d ar rummou all, ha gan̄d ar vugalé a c’hanô hag a zavô ar ré-man̄, péré hé zanévellô ivé d’hô bugalé;
7Évit ma lakain̄t é Doué hô géd, ha na an̄kounac’hain̄t két ôberiou Doué, ha ma virin̄t hé c’hourc’hémennou;
8Gan̄d aoun na zeûjen̄t da véza, ével hô zadou, eur wenn direiz ha dichek; eur wenn péhini n’é deûz két miret hé c’haloun éunn; ha n’é deûz két rôet stard hé spéred da Zoué.
9Mipien Éfraim a wié steña ar warek ha tenna gan̄t-hi; hag é deiz ar stourm hô deûz trôet hô c’hein;
10N’hô deûz két miret kévrédigez Doué; ha né két fellet d’ézhô kerzout enn hé lézen.
11An̄kounac’héet hô deûz hé vâd-ôberiou, hag ar burzudou en deûz gréat dira-z-hô.
12Burzudou en deûz gréat dirâg hô zadou é douar ann Éjipt, é kompézen Tanis.
13Ranna a réaz ar môr, hag é lékéaz anézhô d’hé dreûzi; hag e tastumaz ann douréier ével enn eur bouc’h-kenn.
14Hag hén̄ hô rénaz a-zoug ann deiz gan̄d eur goabren, hag a zoug ann nôz gan̄d eur c’houlaouen dân.
15Faouta a réaz ar méan enn distrô, hag é rôaz da éva d’ézhô ével pa vé bét poullou brâz.
16Tenna a réaz dour eûz ar méan, hag hé lékéaz da rédek ével steriou.
17Ha c’hoaz é péc’hchon̄t enn hé énep; lakaad a réjon̄t ann Uc’hel-meûrbéd da von̄t drouk enn-han̄ enn eul léac’h dizour.
18Hag hî a demptaz Doué enn hô c’halounou, ô c’houlenn boéd diouc’h hô blâz.
19Hag hî a wall-gomzaz eûz a Zoué, ô lavarout: Ha Doué a hellô aoza eunn daol enn distrô?
20O véza m’en deûz skôet war ar méan, ha ma eo deûet dour anézhan̄, ha ma eo rédet froudou; hag hén̄ a hellô ivé rei bara, pé aoza eunn daol évid hé bobl?
21Râk-sé Doué ô véza hô c’hlévet, a c’hourzézaz; hag eunn tan a grôgaz a-énep Jakob, ha buanégez Doué a zavaz a-énep Israel,
22O véza n’hô dôa két krédet é Doué, ha n’hô dôa két lékéat hô géd enn hé skoazel.
23Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hoabr a oa a-ziouc’h d’ézhô; hag é tigoraz dôriou ann én̄v. 2i. Hag hen̄ a lékéaz da gouéza ar mann da voéd d’ézhô; hag é rôaz d’ézhô bara ann én̄v.
25Ann dén a zébraz bara ann éled; kâs a réaz d’ézhô boéd gan̄t founder.
26Trei a réaz avel ar c’hrésteiz enn éar; ha gan̄d hé nerz é kasaz avel ar c’hûs-héol.
27Hag hén̄ a lékéaz da c’hlavia kîk war-n-ézhô ével poultr, hag evned askellek ével tréaz ar môr.
28Hag hî a gouézaz é-kreiz hô c’hamp, enn-drô d’hô zeltou.
29Hag ar ré-man̄ a zébraz, hag hô dôé hô gwalc’h; ha Doué a rôaz d’ézhô ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout.
30Ével-sé na oen̄t két touellet enn hô ioul. Édô c’hoaz ar boéd-zé enn hô génou,
31Pa zavaz frouden Zoué out-hô. Hag hen̄ a lazaz ar ré larta anézhô, hag a ziskaraz ann dilenn eûz a Israel.
32Goudé kémen̄t-sé é péc’hchon̄t c’hoaz, ha na grédchon̄t két énn hé vurzudou.
33Hag hô deisiou a dréménaz er gwander, hag hô bloavésiou a iéaz buan ébiou.
34Pa hô lazé, é klasken̄t anézhan̄; hag hî a zistrôé, hag a zeûé d’hé gavout min̄tin-mâd.
35Hag hî hô dôé koun pénaoz é oa Doué hô skoazel; ha pénaoz é oa Doué ann Uc’hel-meûrbéd, hô daspréner.
36Hôgen hî a garaz anézhan̄ a c’hénou; hag hô zéôd a lavaré gévier d’ézhan̄.
37Râg hô c’haloun na oa két éeun gan̄t-han̄; ha na choumchon̄t két gan̄t féalded enn hé gévrédigez.
38Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.
39Hag hén̄ en dôa koun pénaoz in̄t kîk hag eunn avel a ia, ha na zistrô két.
40Péd gwéach hô deûz-hi hé héget enn distrô, hag hô deûs-hi hé lékéat da vuanékaat enn eul léac’h dizour?
41Hag hî a zô trôet hag hô deûz temptet Doué: hag hô deûz héget San̄t Israel.
42N’eûz két deûet a goun d’ézhô eûz hé zourn, enn deiz é péhini en deûz hô zennet eûz a zourn hô heskiner;
43Pénaoz é tiskouézaz hé arouésiou enn Éjipt, hag hé vurzudou é kompézen Tanis;
44É troaz hô steriou hag hô douréier é goâd, évit na évchen̄t két;
45E kasaz d’ézhô eul lôd brâz a gélien, péré a zébré anézhô, ha raned, péré a gollé pép-trâ;
46E rôaz hô frouez d’ar prén̄ved, hag hô gounidou d’ar c’hiḻeien-raden;
47E kollaz hô gwiniennou gan̄d ar c’hazarc’h, hag hô mouar-brenn gan̄d ar réô;
48E tisman̄traz hô loéned gan̄d ar c’hazarc’h, hag hô madou gan̄d ann tân;
49E kasaz enn hô énep frouden hé vuanégez, hé érez, ha kalz en̄krézou a zeûaz war-n-ézhô dré zourn ar gwall éled.
50Eunn hen̄t éc’hon a zigoraz évid hé vuanégez, évit na espernché mui hô buez, hag évit ma varvché ivé hô loéned.
51Skei a réaz ivé gan̄t kémen̄t ken̄ta-ganet é douar ann Éjipt, ha gan̄t préveûdiou pép labour é teltou Kam.
52Hag hén̄ a géméraz hé bobl ével dén̄ved; hag a gasaz anézhô ével eunn tropel enn distrô.
53Hag hén̄ hô c’hasaz leûn a c’héd, hag héb aoun é-béd, ô véza ma oa bét gôlôet hô énébourien gan̄d ar môr.
54Hag hén̄ hô rénaz bétég ar ménez a oa gwéstlet d’ézhan̄; ar ménez en dôa prénet hé zourn déou; hag é kasaz kuit ar brôadou a zira-z-hô; hag é rannaz dré ar sort ann douar étré-z-hô, goudé béza hé ven̄tet gan̄d ar gorden.
55Hag é lékéaz breûriézou Israel da choum enn hô zeltou.
56Hôgen hî a demptaz hag a hégaz Doué ann Uc’hel-meûrbéd; ha na virchon̄t két hé gémennou.
57Hag hî a zistrôaz diout-han̄, ha na virchon̄t két hé gévrédigez: hag ével hô zadou, é teûjon̄t hén̄vel oud eur warek gwaret.
58Lakaad a réjon̄t hé vuanégez da zével enn hô c’hrec’hiennou: hag é tenchon̄t war-n ézhô hé oaz gan̄d hô skeûdennou kizellet.
59Doué hô c’hlévaz, hag hô disprizaz; hag é kasaz Israel da nétrâ.
60Hag é tistolaz tabernakl Silo, hé dabernakl, é péhini é oa bét ô choum e-touez ann dûd.
61Rei a réaz hô nerz d’ar sklavérez, hag hô c’haerded étré daouarn hé énébour.
62Rei a réaz ivé hé bobl d’ar c’hlézé; hag é tisprizaz hé zigwéz.
63Ann tân a zévaz hô faotred-iaouan̄k, ha dén na wélaz war hô flac’hed-iaouan̄k.
64Hô béléien a oé lazet gan̄d ar c’hlézé, ha dén na wélaz war hô in̄tan̄vézed.
65Koulskoudé ann Aotrou a zihunaz, ével pa vé bét kousket, ével eunn dén kré goudé ma eo bét mezviet gan̄d ar gwin.
66Hag é skôaz gan̄d hé énébourien war ar penn-adré; hag é rôaz d’ézhô eur vézégez peûr-baduz.
67Hag é tistolaz tabernakl Jozef; ha na zilennaz két breûriez Éfraim.
68Hôgen breûriez Juda a zilennaz ménez Sion en dôa karet.
69Hag é savaz hé dabernakl, ével korn eunn unikorn, enn douar en deûz diazézet da-vikenn.
70Hag hén̄ a zilennaz David hé zervicher, hag a dennaz anézhan̄ eûz ann dropellou dén̄ved, hag é kéméraz anézhan̄ p’az éa war-lerc’h ar ré a oa leûn,
71Évit ma teûjé da vésaer da Jakob, hé zervicher, ha da Israel hé zigwéz.
72Hag hén̄ en deûz hô méset gan̄d eur galoun dinam; hag hô rénet gan̄d eunn dourn poelluz. ———— LXXVIII. PSALM. Psalm Asaf.