Levr ar Salmoù 79:10
Gan̄d aoun na vé lavaret é-touez ar brôadou: Péléac’h éma hô Doué? Ra vézô anat é-touez ar brôadou dira-z-omp, pénaoz é ven̄jez goâd da zervicherien a zô bét skuḻet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.
Psalms 42:4Koun zô deûet d’in eûz a gémen̄t-sé, hag em eûz skuḻet va éné enn-oun va-unan: ô véza ma tréméninn dré al léac’h ma éma ann tabernakl estlammuz, bété tî Doué; é-kreiz ar c’hân hag al lévénez, ha trouz ar banvez.
Psalms 42:11Pérâk, va éné, oud-dé trist? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun? Laka da c’héd enn Aotrou; râg hé veûli a rinn c’hoaz, ével silvidigez va dremm, ha va Doué. ———— XLII. PSALM. Psalm David.
Psalms 83:17Ra zeûin̄t da rusia, ha ra vézin̄t reûstlet a-gan̄tved-é-kan̄tved; ra vézin̄t mézékéet ha kollet.
Psalms 115:2O véza m’en deûz trôet hé skouarn étrézég enn-oun; gervel a rinn anézhan̄ em holl zeisiou.