Levr ar Salmoù 79
1O Doué, ar brôadou a zô deûet enn da zigwéz; saotret hô deûz da dempl san̄tel; lékéat hô deûz Jéruzalem é doaré eur gôdôer.
2Rôet hô deûz korfou-marô da zervicherien da voéd da evned ann én̄v; ha kîk da zen̄t da loéned ann douar.
3Skuḻet hô deûz hô goâd ével dour enn-drô da Jéruzalem; ha né oa dén évid hô bésia.
4Da vézégez vrâz omp deûet dirâg hon amézéien; ha da c’hoab ha da zismégan̄s évid ar ré a zô enn-drô d’é-omp.
5Bété pégeit, Aotrou, é vézô drouk enn-oud; ha da-vikenn é vézô? Ha da oaz a grôgô ével tân?
6Skûḻ da vuanégez war ar brôadou péré na anavézon̄t két ac’hanod; ha war ar rouan̄télésiou péré na c’halvon̄t két da hanô.
7Râk debret hô deûz Jakob: hag al léac’h ma’z édo ô choum hô deûz gwastet.
8N’az péz két a goun eûz hor fallagriézou kôz; r’hon diaraogô buan da druzarézou, râg gwall baour omp deûet da véza.
9Skoazell ac’hanomp, ô Doué hor Salver; hag enn abek da c’hloar da hanô, Aotrou, tenn ac’hanomp a boan ha distol d’é-omp hor péc’héjou enn abek d’as hanô,
10Gan̄d aoun na vé lavaret é-touez ar brôadou: Péléac’h éma hô Doué? Ra vézô anat é-touez ar brôadou dira-z-omp, pénaoz é ven̄jez goâd da zervicherien a zô bét skuḻet.
11Ra zavô étrézég enn-od keinvanou ar ré a zô er vâc’h. Gan̄t nerz da vréac’h, mîr bugalé ar ré a zô bét lazet.
12Ha distol war hon amézéien seiz gwéach kémen̄d all, évid ann dismégan̄s hô deûz gréat d’id, ô Aotrou.
13Hôgen nî, da bobl, ha dén̄ved da beûri, nî a veûlô ac’hanod da-vikenn: embanna a raimp da veûleûdi a-rumm-é-rumm. ———— LXXIX. PSALM. Évid ann divez, évid ar ré a vézô névézet, testéni da Asaf; Psalm.