Levr ar Salmoù 79:9
Skoazell ac’hanomp, ô Doué hor Salver; hag enn abek da c’hloar da hanô, Aotrou, tenn ac’hanomp a boan ha distol d’é-omp hor péc’héjou enn abek d’as hanô,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 7:9Ar C’hananéed a glevô kémen̄t-man̄, hag ar ré holl a choum er vrô-man̄; hag oc’h en em zastumi holl, é teûin̄t da gelc’hia ac’hanomp, hag é lamin̄t hon hanô diwar ann douar. Ha pétrâ a ri-dé neûzé évid da hanô brâz?
Psalms 25:11Enn abek d’as hanô, Aotrou, é tistoli d’in va féc’hed: râk brâz eo.
Psalms 65:3Geriou ar ré fallagr hô deûz hon trec’het: hôgen té a nétaiô ac’hanomp eûz hor fallagriézou.
Isaiah 43:25Ha pép-hini a lavarô: Eûz ann Aotrou é teû va reizded ha va ners; ar ré holl péré a énébé out-han̄ a zeûi étrézeg enn-han̄, hag a vézô mézékéet.
Jeremiah 14:7Ha mé a skiñô anézhô gan̄d ar gwen̄ter bétég harzou ann douar; lazet ha dispennet eo va fobl gan-én̄; ha koulskoudé n’in̄t két distrôet eûz hô hen̄chou.
Ezekiel 20:9Hôgen évit va hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, é-kreiz péré édon̄t, ha dirâk péré ounn en em ziskouézet, évid hô zenna eûz a zouar ann Éjipt.