Levr ar Salmoù 81
1Tridit ô kana da Zoué, hor skoazel; en em laouénait ô kana da Zoué Jakob.
2Kémérit ar psalm, ha skôit war ann daboulin: c’hoariit gan̄d al liren c’houék ha gan̄d ann délen.
3Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.
4Râg eul lézen eo enn Israel, hag eur c’hélen eûz a Zoué Jakob.
5Hé lakaad a réaz évid én̄vor da Jozef, p’az éaz er-méaz eûz ann Éjipt, ha pa glévaz eur vouéz ha n’anavézé két.
6Diskarget en deûz hô c’hein eûz ar bec’hiou, hag hô daouarn na zougchon̄t mui ar c’héstou.
7Enn en̄krez éc’h eûz va galvet, hag em eûz da dennet a boan; sélaouet em eûz ouz-id é tévalien ann arné; da arnodet em eûz é-tal dour ann énébiez.
8Kleô, va fobl, ha mé a rôiô testéni d’id: Israel, mar sélaouez ac’hanoun.
9Na vézô két a Zoué névez enn-od, ha na azeûli két a Zoué a-ziavéaz;
10Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt: digor da c’hénou, hag é vézô lékéet leûn gan-en (M).
11Hôgen va fobl na glevaz két va mouéz; hag Israel na zélaouaz két ac’hanoun.
12Ha mé em eûz hô lézet é ioul hô c’haloun; hag hî a gerzô enn hen̄chou hô dévézô gréat hô-unan,
13Ma en dévijé va fobl va sélaouet, ma en dévijé kerzet Israel em hen̄chou,
14Eaz em bijé martézé vuéléet hé énébourien; hag em bijé savet va dourn war ar ré a en̄kréze anézhô.
15Enébourien ann Aotrou hô deûz hé douellet; hag hô amzer a badô bépréd.
16Ha maget en deûz anézhô gan̄t flour gwiniz, ha rôet en deûz d’ézhô hô gwalc’h eûz a vel ar méan (M). ———— LXXXI. PSALM. Psalm Asaf.