Levr ar Salmoù 83:3
Droug hô deûz mennet oud da bobl; ha dispac’het hô deûz oud da zen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
They have taken crafty counsel against thy people, and consulted against thy hidden ones.
In Context
2Râk chétu da énébourien hô deûz gréat trouz; hag ar ré a gasa ac’hanod hô deûz savet hô fenn.
Cross References
1 Samuel 13:19Hag en̄dra ma komzé Saül oud ar bélek, é savaz eur safar brâz é kamp ar Filistined: kreski a réa a-nébeûd-é-nébeûd, hag her c’hlevet skiltroc’h. Ha Saül a lavaraz d’ar bélek: Tenn da zourn gan-éz.
Psalms 10:9Hé zaoulagad a zell oud ar paour; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour: évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.
Psalms 31:20Hô c’huza a ri el léac’h kuzéta eûz da zremm râk drougiez ann dûd. Hô gwarézi a rî enn da dabernakl oud énébiez ann téôdou.
Psalms 64:2Va difennet éc’h eûz diouc’h strollad ann dûd fall; diouc’h al lôd brâz eûz ar ré a ra fallâgriez.
Isaiah 7:6Piñomp a-énep Juda, stourmomp out-han̄, trec’homp-hén̄, ha lékéomp mâb Tabéel da roué enn hé greiz: