The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 83

1O Doué, piou a vézô hén̄vel ouz-id? Na dâv két, ha na arzaô két.

2Râk chétu da énébourien hô deûz gréat trouz; hag ar ré a gasa ac’hanod hô deûz savet hô fenn.

3Droug hô deûz mennet oud da bobl; ha dispac’het hô deûz oud da zen̄t.

4Lavaret hô deûz: Deûit, ha disman̄tromp-hi eûz a douez ar brôadou; ha na vézô mui a én̄vor eûz a hanô Israel.

5Dré-zé in̄t en em guzuliet kévret; hag hô deûz gréat kévrédigez enn da énep,

6Teltou ann Iduméed hag ann Ismaélited: Moab, hag ann Agarénied,

7Gébal, hag Ammon, hag Amalek; ann diavésidi, ha tûd Tir.

8Ann Assiried a zô deûet ivé gan̄t-hô; rôet hô deûz skoazel da vipien Lot.

9Gra d’ézhô ével da Vadian, da Zisara, ha da Jabin war-harz froud Sison.

10Dispennet é oen̄t é Endor; ével teil ann douar é teûjon̄t.

11Gra d’hô frin̄sed ével da Oreb, ha da Zeb, ha da Zébéé, ha da Zalmana, ha d’hô holl brin̄sed all,

12Péré hô deûz lavaret: Kéméromp san̄tuar Doué da zigwéz d’é-omp.

13Laka-hi, va Doué, ével eur rôd, hag ével ar c’hôlô dirâg ann avel.

14Ével ann tân a zév eur c’hoat; hag ével ar flamm a grôg er ménésiou,

15Ével-sé éc’h heskini anézhô enn da frouden; hag é reûstli anézhô enn da vuanégez.

16Karg hô zal a véz; hag hî a glaskô da hanô, ô Aotrou.

17Ra zeûin̄t da rusia, ha ra vézin̄t reûstlet a-gan̄tved-é-kan̄tved; ra vézin̄t mézékéet ha kollet.

18Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl. ———— LXXXIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.

← Levr ar Salmoù 82Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 84 →

Study Levr ar Salmoù 83

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150