Levr ar Salmoù 88:7
Pounnéréet eo war-noun da frouden: ha da holl goummou éc’h eûz kaset war-n-oun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Thy wrath lieth hard upon me, and thou hast afflicted me with all thy waves. Selah.
In Context
6Va lékéat hô deûz er poull douna; el lec’hiou téval, hag é skeûd ar marô.
Cross References
Job 10:16Kregi a rî enn-oun ével eul léonez, enn abek d’am balc’hder, hag é tistrôi da heskina ac’hanoun enn eur gwall zoaré.
Psalms 38:1Aotrou, na damall két ac’hanoun enn da frouden, ha na gastiz két ac’hanoun enn da vuanégez.
Psalms 69:3Skuizet ounn bét ô c’harmi, ha va gargaden a zô bét raoulet: va daou-lagad a zô bét disman̄tret, en̄dra ma lékéenn va géd em Doué.
Psalms 102:10Enn abek d’as buanégez ha d’ar frouden; ha na éc’h eûz va diskaret goudé béza va zavet.
Jonah 2:4Té éc’h eûz va zaolet d’ar gwéled é-kreiz ar môr, hag ann doureier hô deûz va gôlôet a bép tû: da holl goummou, ha da holl wagennou a zô bét éat dreist-oun.
Romans 2:5Koulskoudé dré da galéder, hag ô véza ma pella da galoun dioud ar binijen, é tastumez évid-oud eunn tenzor a vuanégez évid deiz ar vuanégez, hag ann diskleriadur eûz ar varn gwirion a Zoué,