Levr ar Salmoù 69:3
Skuizet ounn bét ô c’harmi, ha va gargaden a zô bét raoulet: va daou-lagad a zô bét disman̄tret, en̄dra ma lékéenn va géd em Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
I am weary of my crying: my throat is dried: mine eyes fail while I wait for my God.
In Context
Cross References
Job 11:20Hôgen daoulagad ar ré fallagr a fallô, hag hî a vézô dispennet hép ma hellin̄t tec’hout; hag ar péz a c’héden̄t a vézô argarzet gan̄t hô éne. (M). ———— XII. PENNAD. Job a ziskouéz furnez ha galloud Doué enn hé ôberiou.
Psalms 6:6Skuizet ounn bét ô keina; gwalc’hi a rinn bép nôz va gwélé ô wéla; glébia a rinn va fléd gan̄d va daérou.
Psalms 22:2Va Doué, mé a c’harmô a-zoug ann deiz, ha na zelaoui két ouz-in; hag a zoug ann nôz, ha na vézô két tamallet da ziboell d’in.
Psalms 25:21Ar ré zinam, hag ar ré éeun a zô en em unanet gan-én̄, ô véza ma em eûz da c’hortozet.
Psalms 40:3Ha lékéat en déûz em génou eur ganaouen névez, évit béza kanet d’hon Doué. Kalz a wélô ann dra-zé hag a vézô spountet; hag hî a lakai hô géd enn Aotrou.
Psalms 88:7Pounnéréet eo war-noun da frouden: ha da holl goummou éc’h eûz kaset war-n-oun.