Levr ar Salmoù 88
1Aotrou Doué, va zilvidigez, garmet em eûz étrézég enn-od, a-zoug ann deiz hag a-zoug ann nôz.
2R’az ai va féden bétég enn-od; digor da skouarn d’am goulenn.
3Râk va éné a zô leûn a boan, ha va buez a dôsta oud ar béz.
4Nivéret ounn bét gan̄d ar ré a ziskenn er poull; deûet ounn ével eunn dén diskoazel,
5Diéré é-touez ar ré varô, ével ar ré a zô bét glazet hag a gousk er bésiou, a béré n’éc’h eûz mui a goun; hag hî a zô bannet eûz da zourn.
6Va lékéat hô deûz er poull douna; el lec’hiou téval, hag é skeûd ar marô.
7Pounnéréet eo war-noun da frouden: ha da holl goummou éc’h eûz kaset war-n-oun.
8Pelléet éc’h eûz diouz-in ar ré am anavézé; é argarzidigez ounn bét évit-hô. Serret ounn bét, ha na hellenn két mon̄d er-méaz.
9Gwén̄vet eo va daoulagad gan̄d ar c’hlac’har. Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, héd ann deiz; astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od.
10Ha té a rai burzudou é-kén̄ver ar ré varô: pé al louzaouerien hag hî hô zavô eûz a varô da véô, évit ma veûlin̄t ac’hanod?
11Hag unan-bennâg a zanévellô da drugarez er béz, ha da wirionez enn disman̄tr?
12Hag anavézet é vézô da vurzudou enn dévalien, ha da reizded é douar ann an̄kounac’h?
13Hôgen mé em eûz garmet étrézég enn-od, Aotrou; hag hastet em eûz min̄tin mâd kenniga va féden d’id.
14Pérâg, Aotrou, é tistôlez-té va féden, hag é tistrôez da zaoulagad diouz-in?
15Paour ounn, hag el labouriou adalek va iaouan̄ktiz: goudé béza bét uc’héléet, ounn bét vuéléet ha reûstlet.
16Da vuanégez a zô tréménet enn-oun: ha da spoun̄tou hô deûz va reûstlet.
17Va grounnet hô deûz héd ann deiz ével dour: va grounnet hô deûz kévret.
18Pelléet éc’h eûz diouz-in va miñouned ha va c’héren̄t, hag ivé ar ré a anavézé ac’hanoun, enn abek d’am reûz. ———— LXXXVIII. PSALM. Poell da Etan, ann Ezrahitad.