Levr ar Salmoù 89:2
O véza ma éc’h eûz lavaret: Ann drugarez a vézô savet enn én̄vou da-vikenn: ha da wirionez a vézô aozet enn-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Trugarézou ann Aotrou a ganinn da-vikenn. Va génou a embannô da wirionez a-rumm-é-rumm.
3Kévrédigez em eûz gréat gan̄d ar ré em eûz dibabet; touet em eûz da Zavid va zervicher:
Cross References
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
Nehemiah 9:17Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet:
Psalms 36:5Aotrou, da drugarez a ia bétég ann én̄v, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.
Psalms 42:1Ével ma c’hoan̄ta ar c’harô douréier ar feun̄teuniou; ével-sé, va Doué, é c’hoan̄ta va éné ac’hanod.
Psalms 89:37Hag hé drôn a vézô ével ann héol dira-z-oun, hag ével al loar enn hé gann da-vikenn, hag ével ann tést féal enn én̄v.