Levr ar Salmoù 89
1Trugarézou ann Aotrou a ganinn da-vikenn. Va génou a embannô da wirionez a-rumm-é-rumm.
2O véza ma éc’h eûz lavaret: Ann drugarez a vézô savet enn én̄vou da-vikenn: ha da wirionez a vézô aozet enn-hô.
3Kévrédigez em eûz gréat gan̄d ar ré em eûz dibabet; touet em eûz da Zavid va zervicher:
4Da wenn a virinn da-vikenn, da drôn a zavinn a-rumm-é-rumm.
5Ann én̄vou a veûlô da vurzudou, ô Aotrou: ha strollad ar zen̄t da wirionez.
6Râk piou enn én̄vou a vézô hévélep d’ann Aotrou; ha piou é-touez mipien Doué a vézô hén̄vel ouc’h Doué?
7Doué péhini a zô énoret é kuzul ar zen̄t, a zô brasoc’h hag eûzusoc’h égéd ar ré holl a zô war he drô.
8Aotrou Doué ann arméou, piou a zô hén̄vel ouz-id? Té a zô galloudek, Aotrou, ha da wirionez a zô enn-drô d’id.
9Té a zô mestr war c’halloud ar môr; té a sioula diroll hé goummou.
10Ann dén rôk éc’h eûz vuéléet ével eunn dén glazet; gan̄t ners da vréac’h éc’h eûz skiñet da énébourien.
11Ann én̄vou a zô d’id, hag ann douar a zô d’id; té eo éc’h eûz diazézet ar béd ha kémen̄d a zô enn-han̄.
12Té eo éc’h eûz krouet avel ann han̄ter-nôz hag hini ar c’hrésteiz; Tabor hag Hermon a dridô enn da hanô.
13Gan̄d da vréac’h éma ar galloud: ra vézô krévéet da zourn, ra vézô uc’héléet da zourn déou.
14Ar reizded hag ar varn a harp da drôn; ann drugarez hag ar wirionez a iélô dira-z-oud;
15Euruz ar bobl a anavez al lévénez. É goulou da zremm, ô Aotrou, é valéin̄t.
16Trida a rain̄t enn da hanô héd ann deiz; hag enn da reizded é vézin̄t savet.
17Râk té eo gloar hô ners; ha war da vadélez eo é savô hor galloud.
18Râg ann Aotrou eo en deûz hon digéméret; ha San̄t Israel eo en deûz rôet hor roué d’é-omp.
19Neûzé éc’h eûz komzet oud da zen̄t enn eur wélédigez, hag éc’h eûz lavaret: Enn eunn dén galloudek em eûz lékéat va skoazel; ha gorrôet em eûz ann hini em eûz dilennet é-touez va fobl.
20Kavet em eûz David va zervicher; hag em eûz hé zakret gan̄t va éôl sakr.
21Râk va dourn a skoazellô anézhan̄: ha va bréac’h hé gen-nerzô.
22Ann énébour na vézô két tréac’h d’ézhan̄, ha mâb ar fallagriez na hellô két ôber gaou out-han̄.
23Ha mé a dréc’hô dira-z-han̄ hé énébourien; hag é likiinn da dec’hout ar ré a gasa anézhan̄.
24Va gwirionez ha va zrugarez a vézô gan̄t-han̄; ha gan̄t va hanô é vézô savet hé c’halloud.
25Lakaad a rinn hé zourn war ar môr; hag hé zourn déou war ar steriou.
26Hén̄ a c’halvô ac’hanoun: Té eo va zâd, va Doué, ha digémer va zilvidigez.
27Ha mé hel lakai da gen̄ta-ganet, ha dreist rouéed ann douar.
28Mirout a rinn d’ézhan̄ va zrugarez da vikenn: hag ar gévrédigez em eûz gréat gan̄t-han̄ né vézô két évit béza torret.
29Ha mé a lakai hé wenn da badout é kan̄tved ar c’han̄tvéjou, hag hé drôn ével deisiou ann én̄v.
30Hôgen mar tiléz hé vugalé va lézen, ha ma na valéon̄t két em barnédigézou:
31Mar saotron̄t va reizou; ha ma na viron̄t két va gourc’hémennou:
32Mé a emwélô gan̄d ar walen hô fallagriézou, ha gan̄d ar skourjézou hô féc’héjou.
33Hôgen na denninn két va zrugarez diwar-n-ézhan̄, ha na fallainn két em gwirionez:
34Na zaotrinn két va c’hévrédigez, ha na likiinn két da véza didalvez ar péz a zô éat er-méaz eûz va génou.
35Eur wéach em eûz touet dré va zan̄télez, na livirinn két a c’hevier da Zavid.
36Hé wenn a badô da-vikenn.
37Hag hé drôn a vézô ével ann héol dira-z-oun, hag ével al loar enn hé gann da-vikenn, hag ével ann tést féal enn én̄v.
38Hôgen té éc’h eûz distolet ha disprizet da bobl, té éc’h eûz pelléet da éôliet:
39Diskaret éc’h eûz kévrédigez da zervicher; saotret éc’h eûz oud ann douar hé gurunen.
40Diskaret éc’h eûz hé holl gaéou; taolet éc’h eûz ar spoun̄t enn hé gestel.
41Ar ré holl a dréméné dré ann hen̄t hô deûz hé wastet; deûet eo da vézégez d’hé amézéien.
42Savet éc’h eûz dourn déou ar ré a waské anézhan̄; laouénéet éc’h eûz hé holl énébourien.
43Distrôet éc’h eûz ar skoazel d’hé glézé; ha n’éc’h eûz két hé gennerzet er brézel.
44Tennet éc’h euz digan̄t-han̄ hé skéd; hag éc’h eûz torret hé drôn oud ann douar.
45Berréet éc’h eûz deisiou hé rén; hé c’hôlôet éc’h eûz a véz.
46Bété pégeit, Aotrou, é tistrôi-dé? Ha da-vikenn é vézô? Hag ével ann tân é tévô da vuanégez?
47Az péz koun pétrâ eo va buez; hag enn aner eo éc’h eûz krouet holl vugalé ann dûd?
48Piou eo ann den a vévô, ha na wélô két ar marô; a hello tenna hé éné eûz a zourn ar béz?
49Péléac’h éma da drugarézou kôz, ô Aotrou, ével ma éc’h eûz hô zouet da Zavid enn da wirionez?
50Az péz koun, Aotrou, eûz ann dismégan̄s hô deûz gréat kalz brôadou d’as servicherien, hag em eûz dalc’het em askré;
51Pénaoz hô deûz da damallet da énébourien, ô Aotrou, hô deûz da damallet da véza trôet é-kén̄ver da éôliet.
52Benniget ra vézô ann Aotroü da vikenn; bézet gréat, bézet gréat. ———— LXXXIX. PSALM. Péden Moizez ann dén Doué.