Lizher d'ar Romaned 1:21
O véza ma hô deûz anavézet Doué, ha n’hô deûz kéd hé énoret ével Doué, ha n’hô deûz kéd hé drugarékéet: hôgen fazied hô deûz enn hô ménosiou, hag hô c’haloun diskian̄t a zô tévaléet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
22Râg ô lavaroud in̄t fûr, in̄t deûet foll;
Read all of Lizher d'ar Romaned 1
Cross References
Psalms 50:23Ar sakrifiz a veûleûdi a énorô ac’hanoun; hag hen-nez eo ann hen̄t dré béhini é tiskouézinn d’ézhan̄ silvidigez Doué. ———— L. PSALM. Évid ann divez, Psalm David, pa zeûaz ar profed Natan étrézeg enn-han̄, goudé ma oa bét ô kaout Betsabéé.
Psalms 86:9Ann holl vrôadou éc’h eûz gréat, a zeûi hag a azeûlô dira-z-od, Aotrou; hag hî a énorô da hanô,
Isaiah 44:9En̄vorit ar c’han̄tvédou ken̄t, pénaoz ounn Doué, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun, ha n’eûz hini hén̄vel ouz-in.
Jeremiah 2:5Ével-henn é lavar ann Aotrou: Pé fallagriez hô deûz kavet hô tadou enn-oun, pa in̄t pelléet diouz-in, pa hô deuz kerzet war-lerc’h ann didalvédigez, hag in̄d deûet didalvez hô-unan?