Lizher d'ar Romaned 1
1Paol, servicher Jézuz-Krist, galvet Abostol, dilennet évit prézégi Aviel Doué,
2En doa diouganet araok gan̄d hé Broféded er Skrituriou sakr,
3Diwar-benn hé Vâb, a zô bét ganet d’ézhan̄ eûz a wenn David hervez ar c’hîk;
4A zô bét ken̄d-dileûret da Vâb da Zoué er galloud, hervez ar Spéred a zan̄télez, dré ann dazorc’hidigez a douez ar ré varô eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist:
5Dré béhini eo deûed d’é-omp ar c’hrâs hag ann Abostoliez évit lakaad ann holl vrôadou da zen̄ti oud ar feiz enn hé hanô;
6É-mesk péré émoc’h ivé c’houi, ô véza bét galvet gan̄t Jézuz-Krist:
7D’é-hoc’h holl, c’houi péré a zô é Rom, a zô karet stard gan̄d Doué, ha galvet da véza sen̄t: Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.
8Da gen̄ta é trugarékaann va Doué dré Jézuz Krist évid-hoc’h holl, ô véza ma eo brudet hô feiz dré ar béd holl.
9Râg ann Doué a zervichann em spéred é Aviel hé Vâb, a zô tést d’in pénaoz em eûz koun ac’hanoc’h héb éhan;
10O c’houlenni bépréd digan̄t-han̄ em pédennou ma tigôrô d’in enn-divez, mar-d-eo hé ioul, eunn hen̄t mâd évit mon̄d étrézeg enn-hoc’h.
11Râk c’hoan̄t braz em eûz d’hô kwélout, évit rei lôd d’é-hoc’h eûz ar c’hrâs spéréduz d’hô krévaat;
12Da lavaroud eo, évit béza fréalzet kévret gan-é-hoc’h, dré eur feiz a zô hoc’h hini ha va hini.
13Râk na fell kéd d’in na oufac’h két pénaoz em eûz kenniget meûr a wéach don̄d d’hô kwélout évit kaoud eur frouez-bennâg enn hô touez, ével é-touez ar brôadou all, hôgen miret eo bét ouz-in bété vréma.
14Dléour ounn d’ar C’hrésianed ha d’ann dûd gouéz, d’ar ré wiziek ha d’ar ré ziwiziek.
15Ével-sé, é kémen̄t a zell ouz-in, ounn daré da brézégi ann Aviel d’é-hoc’h, c’houi péré a zô é Rom.
16Râk n’em eûz kéd a véz euz ann Aviel; râk ners Doué eo évit savétei ar ré holl a gréd, da gen̄ta ar Iuzevien, ha goudé ar Jen̄tiled.
17Ha gwirionez Doué a zô diskleriet d’é-omp enn-han̄ eûz ar feiz er feiz, hervez ma eo skrivet: Ann dén-gwirion a vév eûz ar feiz.
18Râk diskleriet eo ivé enn-han̄ buanégez Doué, a gouézô eûz ann Én̄v war zrougiez ha war zisgwir ann dûd, péré a zalc’h gwirionez Doué enn disgwir:
19Râg anavézet hô deûz ar péz a helleur da anaout eûz a Zoué, ô véza ma en deûz Doué hé ziskleriet d’ézhô.
20Râg ann traou eûz a Zoué né wéler két anézhô; hé c’halloud peûr-baduz, hag hé Zouélez, a hell béza gwelet abaoé ma eo kroued ar béd, dré ann anaoudégez anézhan̄ a rô d’é-omp hé grouadurien: ével-sé ann dûd-zé n’int két didamall;
21O véza ma hô deûz anavézet Doué, ha n’hô deûz kéd hé énoret ével Doué, ha n’hô deûz kéd hé drugarékéet: hôgen fazied hô deûz enn hô ménosiou, hag hô c’haloun diskian̄t a zô tévaléet.
22Râg ô lavaroud in̄t fûr, in̄t deûet foll;
23Hag hô deûz dizouget ann énor a zô dléet da eunn Doué divréinuz, war skeûden eunn dén breinuz, pé laboused, pé loéned pevar-zroadek, pé aéred.
24Dré-zé eo en deûz Doué hô laosket é ioulou hô c’haloun, el louzdoni: enn hévélep doaré m’hô deûz hô-unan mézékéet hô c’horf hô-unan;
25Hî peré hô deûz lékéad ar gaou é léac’h gwirionez Doué, hag hô deûz azeûlet ha servichet ar c’hrouadur ken̄toc’h égéd ar C’hrouer, péhini a zô benniget é péb amzer. Amen.
26Dré-zé eo en deûz Doué hô laosket é ioulou mézuz. Râk hô gragez hô deûz kemmet ar boaz hervez ann natur, enn eur boaz all a-énep ann natur.
27Hag ar goazed ivé, ô véza lézet ann ôber gan̄d ar c’hrég a zô hervez ann natur, a loskaz enn hô ioulou ann eil évid égilé, hag ar goâz a réaz louzdôni gan̄d ar goâz; hag ével-sé é tigémerchon̄t enn-hô ho-unan ar gôbr a oa dléet d’hô fazi.
28Hag ô véza né két fellet d’ézhô anaout Doué, Doué en deûz hô laosket enn eunn ioul direiz; enn hévélep doaré ma hô deûz gréat traou amzéré;
29Ma in̄t bét leûn a bép drouk, a falloni, a c’hadélez, a bizoni, a zrougiez; béd in̄t érézuz, lazerien, tabuterien, touellerien, gwallerien, krôzerien,
30Labennerien, kaserien Doué, kunuc’hennerien, balc’h, rok, klaskerien drouk, dizen̄t é-kén̄ver hô zûd,
31Hép furnez, hép reiz, hép karan̄tez, hép feiz, hép trugarez
32Ha goudé béza anavézet gwirionez Doué, n’hô deûz két poellet pénaoz ar ré a ra ann traou-zé a zellez ar marô: ha nann hépkén ar ré hô grâ, hôgen ivé p iou-bennâg a c’hrata ar ré hô grâ. ———— II. PENNAD.