The Bible Software
bible.software › Lizher d'ar Romaned › Lizher d'ar Romaned 1 › Lizher d'ar Romaned 1:5

Lizher d'ar Romaned 1:5

Dré béhini eo deûed d’é-omp ar c’hrâs hag ann Abostoliez évit lakaad ann holl vrôadou da zen̄ti oud ar feiz enn hé hanô;

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

By whom we have received grace and apostleship, for obedience to the faith among all nations, for his name:

In Context

4A zô bét ken̄d-dileûret da Vâb da Zoué er galloud, hervez ar Spéred a zan̄télez, dré ann dazorc’hidigez a douez ar ré varô eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist:

6É-mesk péré émoc’h ivé c’houi, ô véza bét galvet gan̄t Jézuz-Krist:

Read all of Lizher d'ar Romaned 1

Cross References

Malachi 1:14Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou: râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou. ———— II. PENNAD Gourdrouzou a énéb ar véleien. Kevrédigez ar briédélez didorruz. l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien. 2 Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun. 3 Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h. 4 Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou. 5 Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h: hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô. 6 Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou: er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez. 7 Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou. 8 Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen: kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou. 9 Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen. 10 Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou? 11 Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem: ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz. 12 Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou. 13 Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄: gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn. 14 Ha c’houi hoc’h eûz lavaret: Dré bé abek? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet: hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.

Romans 3:29Doué hag hén̄ n’ef-hén̄ néméd Doué ar Iuzevien: Ha n’ef-hén̄ kéd ivé Doué ar Jen̄tiled? Ia, évit-gwîr, Doué ar Jen̄tiled eo ivé.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)聖書 (日本語)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBiblia TakatifuBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)

Study Lizher d'ar Romaned 1:5

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word Pictures
← Lizher d'ar Romaned 1:4Lizher d'ar Romaned 1Lizher d'ar Romaned 1:6 →