Lizher d'ar Romaned 11:21
Na véz két trec’het gan̄d ann drouk; hôgen trec’h ann drouk gan̄d ar mâd. ———— XIII. PENNAD. l. Ra blégô pép dén dindan galloud rénerien ar vrô: rak n’eûz béli é-béd ha na zeûfé a berz Doué, ha kémen̄d hini a zô, a zô bét lékéat gan̄d Doué. 2 Piou-bennâg éta a ra penn d’ar galloud, a ra penn da reiz Doué, hag ar ré a ra penn d’ézhan̄, a denn ar varnédigez war-n-ézhô hô-unan: 3 Râg ar brin̄sed n’in̄t kéd da zouja d’ar ré a ra vâd, hôgen d’ar ré a ra drouk. Ha té éta a fell d’îd béza héb aoun rag ar galloud? Grâ ar mâd, hag é vézi meûlet gan̄d-hi. 4 Râg ar prin̄s a zô ministr Doué évid da vâd. Hôgen mar grez drouk, az péz aoun; râk né kéd héb abek é toug ar c’hlézé. Râk ministr Doué eo, évit teûrel hé ven̄jan̄s war ann hini a ra drouk. 5 Réd eo éta d’é-hoc’h pléga, nann hép-kén gan̄d aoun râg ar c’hastiz, hôgen ivé dré zléad ar goustian̄s. 6 Dré-zé eo é paéit ar gwîriou; rag ar brin̄sed a zô ministred Doué, ha n’hô deûz kén karg. 7 Distaolid éta da bép-hini ar péz a zô dléed d’ézhan̄; ar gwîriou da nép ma eo dléet ar gwîriou; ann tellou da nép ma eo dléet ann tellou; ann doujan̄s da nép ma tléid ann doujan̄s; ann énor da nép ma tléid ann énor. 8 Na choumit dléour é-kén̄ver dén, néméd eûz ar garan̄tez a dléeur ann eil d’égilé: râg ann hini a gâr ann nesa, en deûz sévénet al lézen. 9 Râg gourc’hémennou Doué: Na gouézi kéd enn avoultriez: Na lazi ket: Na laéri két: Na zougi kéd a fals testéni: Na c’hoan̄tai két madou da nésa; ha ma éz eûz unan-bennâg all hén̄vel, holl in̄t dalc’het er gér-man̄: Karoud a rî da nesa ével d-oud da-unan. 10 Ar garantez évid ann nesa na c’houzan̄v két é vé gréad drouk d’ézhan̄. Ével-sé ar garan̄tez a zô al lézen holl. (M). 11 Gouzoud a réomp é tôsta ann amzer, hag eo deûed dijâ ann heur da zihuna eûz hor c’housk. Râk bréma eo tôstoc’h hor silvidigez égét pa hon eûz déraouet kridi. 12 Ann nôz a ia a-raok, hag ann deiz a dôsta. Dilézomb éta ôberiou ann dévalien, ha gwiskomb armou ar goulou. 13 Baléomp déréad ével ma réeur enn deiz. N’en em rôit kéd d’al lon̄tégez ha d’ar vézven̄ti, d’ar c’hadélez ha d’al lousdoni, d’ar strivou ha d’ann hérez; 14 Hôgen gwiskit hon Aotrou Jésus-Krist, ha na gémérit kéd a bréder eûz hô kîk, ô walc’ha hé c’hoan̄tou. ———— XIV. PENNAD.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For if God spared not the natural branches, take heed lest he also spare not thee.
In Context
Read all of Lizher d'ar Romaned 11
Cross References
Jeremiah 49:12Savit ann arouéz war vuriou Babilon; kreskit hé diwall. Savid diwallerien, aozit spiou; râk mennet en deûz ann Aotrou, ha gréat en deûz kémen̄d en dôa diouganet a-énep tûd Babilon.
Romans 11:17Na zistaolit da zén droug évid drouk. Grîd ar mâd, nann hép-kén dirâg Doué, hôgen ivé dirâg ann dûd holl.
Jude 1:5Hôgen mé a fell d’in digas da goun d’é-hoc’h ar péz hoc’h eûz desket eur wéach, pénaoz ann Aotrou goudé béza dieûbet ar bobl eûz a zouar ann Éjipt, a gollaz d’ann eil wéach ar ré n’hô doa két krédet;