The Bible Software
bible.software › Lizher d'ar Romaned › Lizher d'ar Romaned 11 › Lizher d'ar Romaned 11:20

Lizher d'ar Romaned 11:20

Hôgen ma en deûz naoun da énébour, rô da zibri d’ézhan̄; ma en deûz sec’hed, rô da éva d’ézhan̄: râg enn eur ôber ével-sé, é tastumi glaou tân war hé benn.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

Well; because of unbelief they were broken off, and thou standest by faith. Be not highminded, but fear:

In Context

19N’en em zifennit két hoc’h-unan, va breûdeûr keiz, hôgen rôit léac’h d’ar vuanégez; râk skrived eo: D’in eo ar ven̄jan̄s, mé eo hé rôi, émé ann Aotrou.

21Na véz két trec’het gan̄d ann drouk; hôgen trec’h ann drouk gan̄d ar mâd. ———— XIII. PENNAD. l. Ra blégô pép dén dindan galloud rénerien ar vrô: rak n’eûz béli é-béd ha na zeûfé a berz Doué, ha kémen̄d hini a zô, a zô bét lékéat gan̄d Doué. 2 Piou-bennâg éta a ra penn d’ar galloud, a ra penn da reiz Doué, hag ar ré a ra penn d’ézhan̄, a denn ar varnédigez war-n-ézhô hô-unan: 3 Râg ar brin̄sed n’in̄t kéd da zouja d’ar ré a ra vâd, hôgen d’ar ré a ra drouk. Ha té éta a fell d’îd béza héb aoun rag ar galloud? Grâ ar mâd, hag é vézi meûlet gan̄d-hi. 4 Râg ar prin̄s a zô ministr Doué évid da vâd. Hôgen mar grez drouk, az péz aoun; râk né kéd héb abek é toug ar c’hlézé. Râk ministr Doué eo, évit teûrel hé ven̄jan̄s war ann hini a ra drouk. 5 Réd eo éta d’é-hoc’h pléga, nann hép-kén gan̄d aoun râg ar c’hastiz, hôgen ivé dré zléad ar goustian̄s. 6 Dré-zé eo é paéit ar gwîriou; rag ar brin̄sed a zô ministred Doué, ha n’hô deûz kén karg. 7 Distaolid éta da bép-hini ar péz a zô dléed d’ézhan̄; ar gwîriou da nép ma eo dléet ar gwîriou; ann tellou da nép ma eo dléet ann tellou; ann doujan̄s da nép ma tléid ann doujan̄s; ann énor da nép ma tléid ann énor. 8 Na choumit dléour é-kén̄ver dén, néméd eûz ar garan̄tez a dléeur ann eil d’égilé: râg ann hini a gâr ann nesa, en deûz sévénet al lézen. 9 Râg gourc’hémennou Doué: Na gouézi kéd enn avoultriez: Na lazi ket: Na laéri két: Na zougi kéd a fals testéni: Na c’hoan̄tai két madou da nésa; ha ma éz eûz unan-bennâg all hén̄vel, holl in̄t dalc’het er gér-man̄: Karoud a rî da nesa ével d-oud da-unan. 10 Ar garantez évid ann nesa na c’houzan̄v két é vé gréad drouk d’ézhan̄. Ével-sé ar garan̄tez a zô al lézen holl. (M). 11 Gouzoud a réomp é tôsta ann amzer, hag eo deûed dijâ ann heur da zihuna eûz hor c’housk. Râk bréma eo tôstoc’h hor silvidigez égét pa hon eûz déraouet kridi. 12 Ann nôz a ia a-raok, hag ann deiz a dôsta. Dilézomb éta ôberiou ann dévalien, ha gwiskomb armou ar goulou. 13 Baléomp déréad ével ma réeur enn deiz. N’en em rôit kéd d’al lon̄tégez ha d’ar vézven̄ti, d’ar c’hadélez ha d’al lousdoni, d’ar strivou ha d’ann hérez; 14 Hôgen gwiskit hon Aotrou Jésus-Krist, ha na gémérit kéd a bréder eûz hô kîk, ô walc’ha hé c’hoan̄tou. ———— XIV. PENNAD.

Read all of Lizher d'ar Romaned 11

Cross References

Proverbs 28:14Euruz eo ann dén a zô bépréd enn doujan̄s; hôgen néb a zô kalet hé galoun, a gouézô enn drouk.

Isaiah 2:11Daoulagad ann dén rôk a vézô vuéléet, hag uc’helded ar ré vrâz a vézô izéléet; ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.

Isaiah 7:9Ha Samari a vézô penn Éfraim, ha mâb Romélias penn Samari. Ma na grédit két, na viot két startéet.

Habakkuk 2:4Chétu ann hini a zô diskrédik, né két éeun hé éné enn-han̄: hôgen ann dén reiz a vév eûz ar feiz.

Luke 18:14Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hé-man̄ a zistrôiô diskarg d’hé dî, hag égilé na rai két: râk piou-bennâg en em uc’héla a vézô izéléet: ha piou-bennâg en em izéla a vézô uc’héléet.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)聖書 (日本語)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBiblia TakatifuBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)

Study Lizher d'ar Romaned 11:20

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word Pictures
← Lizher d'ar Romaned 11:19Lizher d'ar Romaned 11Lizher d'ar Romaned 11:21 →