Lizher d'ar Romaned 11
1Hô pidi a rann éta stard, va breûdeûr, dré ann drugarez a Zoué, ma rôod d’ézhan̄ hô korfou ével eunn hostif béô, san̄tel hag hétuz d’ézhan̄, évit ma vézô hoc’h azeûlidigez hervez ar reiz.
2Na blégit két d’ann amzer-man̄, hôgen gwellait ô tinévézi hô skian̄t, évit ma anavézot pénaoz ioul Doué a zô mâd, hag hétuz, ha klôk.
3Râk lavaroud a rann da béb-hini ac’hanoc’h, dré ar c’hrâs a zô bét rôed d’in, na rai két muioc’h a stâd anézhan̄ hé-unan égét na dlé ôber, hôgen ma rai stâd anézhan̄ gan̄t poell, hervez ar c’hemm eûz ar feiz en deûz rannet Doué gan̄t pép-hini.
4Râg ével ma hon eûz enn eur c’horf hép-kén̄ kalz a izili, ha n’ho deûz két ann holl izili-zé ann hévélep ôber:
5Ével-sé omp meûr a hini ha n’omp néméd eur c’horf hép-kén é Jézuz-Krist, hag éz omp pép-hini izili ann eil égilé.
6Dré-zé, ével ma hon eûz holl talvoudégésiou dishén̄vel hervez ar c’hrâs a zô bét rôed d’é-omp; néb a ziougan, ra ziouganô hervez reiz ar feiz;
7Néb a zervich ann iliz, ra zervichô gan̄d aket; néb a gélenn, ra gélennô ervâd;
8Néb a ali, ra aliô gan̄t kun̄vélez, néb a ra ann aluzen, r’hé c’hrai gan̄d eeunder; néb a rén hé vreûdeûr, r’hô rénô gan̄t préder; néb a ra trugarez, r’hé c’hrai gan̄t lévénez.
9Ra vézô ho karan̄tez hép trôidellérez. Kasaid ann drouk, hag en em rôit stard d’ar mâd.
10En em garit ann eil égilé gan̄d eur garan̄tez a vreûr. En em ziaraogit oc’h en em énori ann eil égilé.
11Na vézit két diek en hô tléad. Bézit birvidik a spéred. Servichit mâd ann Aotrou.
12Bézit laouen enn espéran̄s. Bézit habask enn en̄krézou. Bézit kén̄dalc’huz er béden.
13Bézit karan̄tézuz évit gwalc’ha ézommou ar zen̄t. Rôid digémer enn hô tî.
14Bennigit ar ré a heskin ac’hanoc’h; bennigit-hô, ha na zrouk-pédit két gan̄t-hô.
15En em laouénait gan̄d ar ré a zô laouen, ha gwélit gan̄d ar ré a wél.
16Bézid unvanet enn hévélep ménosiou. Na glaskit kéd ann traou uc’hel, hôgen kavit mâd ann traou izéla. Na vézit két fûr enn hô ménoz hoc’h-unan.
17Na zistaolit da zén droug évid drouk. Grîd ar mâd, nann hép-kén dirâg Doué, hôgen ivé dirâg ann dûd holl.
18Mar d-eo galluz, ha kémen̄t ha ma’z eo enn-hoc’h, bévid é péoc’h gan̄t péb-unan.
19N’en em zifennit két hoc’h-unan, va breûdeûr keiz, hôgen rôit léac’h d’ar vuanégez; râk skrived eo: D’in eo ar ven̄jan̄s, mé eo hé rôi, émé ann Aotrou.
20Hôgen ma en deûz naoun da énébour, rô da zibri d’ézhan̄; ma en deûz sec’hed, rô da éva d’ézhan̄: râg enn eur ôber ével-sé, é tastumi glaou tân war hé benn.
21Na véz két trec’het gan̄d ann drouk; hôgen trec’h ann drouk gan̄d ar mâd. ———— XIII. PENNAD. l. Ra blégô pép dén dindan galloud rénerien ar vrô: rak n’eûz béli é-béd ha na zeûfé a berz Doué, ha kémen̄d hini a zô, a zô bét lékéat gan̄d Doué. 2 Piou-bennâg éta a ra penn d’ar galloud, a ra penn da reiz Doué, hag ar ré a ra penn d’ézhan̄, a denn ar varnédigez war-n-ézhô hô-unan: 3 Râg ar brin̄sed n’in̄t kéd da zouja d’ar ré a ra vâd, hôgen d’ar ré a ra drouk. Ha té éta a fell d’îd béza héb aoun rag ar galloud? Grâ ar mâd, hag é vézi meûlet gan̄d-hi. 4 Râg ar prin̄s a zô ministr Doué évid da vâd. Hôgen mar grez drouk, az péz aoun; râk né kéd héb abek é toug ar c’hlézé. Râk ministr Doué eo, évit teûrel hé ven̄jan̄s war ann hini a ra drouk. 5 Réd eo éta d’é-hoc’h pléga, nann hép-kén gan̄d aoun râg ar c’hastiz, hôgen ivé dré zléad ar goustian̄s. 6 Dré-zé eo é paéit ar gwîriou; rag ar brin̄sed a zô ministred Doué, ha n’hô deûz kén karg. 7 Distaolid éta da bép-hini ar péz a zô dléed d’ézhan̄; ar gwîriou da nép ma eo dléet ar gwîriou; ann tellou da nép ma eo dléet ann tellou; ann doujan̄s da nép ma tléid ann doujan̄s; ann énor da nép ma tléid ann énor. 8 Na choumit dléour é-kén̄ver dén, néméd eûz ar garan̄tez a dléeur ann eil d’égilé: râg ann hini a gâr ann nesa, en deûz sévénet al lézen. 9 Râg gourc’hémennou Doué: Na gouézi kéd enn avoultriez: Na lazi ket: Na laéri két: Na zougi kéd a fals testéni: Na c’hoan̄tai két madou da nésa; ha ma éz eûz unan-bennâg all hén̄vel, holl in̄t dalc’het er gér-man̄: Karoud a rî da nesa ével d-oud da-unan. 10 Ar garantez évid ann nesa na c’houzan̄v két é vé gréad drouk d’ézhan̄. Ével-sé ar garan̄tez a zô al lézen holl. (M). 11 Gouzoud a réomp é tôsta ann amzer, hag eo deûed dijâ ann heur da zihuna eûz hor c’housk. Râk bréma eo tôstoc’h hor silvidigez égét pa hon eûz déraouet kridi. 12 Ann nôz a ia a-raok, hag ann deiz a dôsta. Dilézomb éta ôberiou ann dévalien, ha gwiskomb armou ar goulou. 13 Baléomp déréad ével ma réeur enn deiz. N’en em rôit kéd d’al lon̄tégez ha d’ar vézven̄ti, d’ar c’hadélez ha d’al lousdoni, d’ar strivou ha d’ann hérez; 14 Hôgen gwiskit hon Aotrou Jésus-Krist, ha na gémérit kéd a bréder eûz hô kîk, ô walc’ha hé c’hoan̄tou. ———— XIV. PENNAD.