The Bible Software
Kentañ Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr Shmouel 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 305-309) ◄ Ar Varnérien Levr Ruth Levr ken̄ta Samuel, a c’halvomp Levr ken̄ta ar Rouéed ► LEVR RUTH. ———— I. PENNAD. Élimélek a ia gan̄d hé dûd da vrô Moab. Noémi gan̄d hé merc’h-kaer a zistrô da Vétléhem. 1 Enn amzer eur barner, pa c’hourc’hémenné ar varnerien, é c’hoarvézaz naounégez er vrô. Eunn dén a guitaaz Bétléhem Juda, évit mon̄d é brô ar Voabited gan̄t hé c’hrég hag hé zaou vâb.

2Élimélek a réad eûz a hé-man̄, ha Noémi eûz hé c’hrég: hé zaou vâb a oa hanvet, unan anézhô Mahalon, hag égilé Chélion. Ginidig é oan̄t eûz a Éfrata é Bétléhem Juda. Éad é brô ar Voabited, é choumchon̄t énô.

3Élimélek, pried Noémi, a varvaz, hag hî a choumaz gan̄d hé mipien.

4Ar ré-man̄ a géméraz évit gragez merc’hed Moabitézed, unan hanvet Orfa, hag ébén Ruth. Choum a réjon̄t énô dék vloaz.

5Hô-daou é varvchon̄t, da lavaroud eo, Mahalon ha Chélion: ha Noémi en em gavaz é diouer eûz hé daou vâb hag eûz hé fried.

6Sével a réaz évit kuitaat brô ar Voabited, ha distrei d’hé hini, gan̄d hé diou verc’h-kaer; râk klévet é doa pénaos en dôa ann Aotrou sellet a druez oud hé bobl, ha rôet boéd dézhô.

7Kuitaad a réaz éta léac’h hé ergerz, gan̄d hé diou verc’h-kaer: hag ô véza é penn ann hen̄t évid distrei da zouar Juda,

8É lavaraz d’ézhô: Id da dî hô mamm: ra rai ann Aotrou trugarez enn hô kén̄ver, ével ma hoc’h eûz gréat é-kén̄ver ar ré a zô marô hag em c’hén̄ver mé.

9Ra rai d’é-hoc’h kaoud ann éhan é tî ar priéjou a zigouézô gan-é-hoc’h, hag hî a bokaz d’ézhô. Ar ré-man̄ enn eur zével hô mouez en em lékéaz da wéla,

10Ha da lavarout: Mon̄d a raimp gan-éz étrézé da bobl.

11Ha Noémi a lavaraz d’ézhô: Distrôit, va merc’hed, pérâg é teûit-hu gan-én̄? Ha béz’ am eûz-mé c’hoaz (T) mipien em c’hôv, évit ma helfac’h gédal priéjou digan-én̄?

12Distrôit, va merc’hed, hag ît-kuît: râg a vréman̄ ounn koazet gan̄d ar gôzni, ha n’ounn két mâd évit ar briédélez: ha pa helfenn zô-kén béza brazézet ha gwilioudi eûz a vipien enn nôz-man̄,

13Mar c’hoan̄tait gédal bété ma teûin̄t brâz hag enn oad da zimézi, ken̄toc’h é viot deûet kôz, égét na viot dimézet. Na rît két ann dra-zé, va merc’hed, mé hô péd; râg hô klac’har a wask ré war va c’haloun, ha dourn ann Aotrou a zô savet war-n-oun.

14En em lakaad a réjon̄t a-névez da zével hô mouez ha da wéla: Orfa a bokaz d’hé mamm-gaer hag a iéazkuît: Ruth a choumaz gan̄d hé mamm-gaer.

15Ha Noémi a lavaraz d’ézhi: Chétu da c’hoar a zô distrôet da gavout hé brôiz hag hé douéed; kéa gan̄t-hi.

16Ha Ruth a lavaraz d’ézhi: Na zav két em énep évit va lakaat da von̄d diouz-id ha d’az kuitaat: râg é pé léac’h-bennâg m’az î, éz inn ivé, hag el léac’h ma choumi, é chouminn ivé. Da bobl a vézô va bobl, ha da Zoué a vézô va Doué.

17Ann douar az tigémérô goudé da varô, am gwélô ô vervel, hag enn-han̄ é vézinn bésiet. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar gell nétra all néméd ar marô va c’has-kuit diouz-id.

18Noémi éta ô wélout pénaoz é dôa Ruth lékéat enn hé fenn mon̄d d’hé heûl, na zalc’haz kén out-hî, ha n’hé aliaz kén da zistrei étrézég hé zûd.

19Hag ô véza en em lékéat enn hen̄t hô diou, éz éjon̄t da Vétléhem. Kerken̄t ha ma en em gavchon̄t é kéar, ann holl a gomzaz anézhô: hag ar merc’hed a lavaré: Houn-nez eo Noémi.

20Hag hî a lavaraz d’ézhô: N’am hanvit két Noémi (da lavaroud eo, kaer) hôgen va hanvit Mara (da lavaroud eo, c’houérô), râg ann Holl-C’halloudek en deûz va c’harget a c’houervder.

21Leûn ounn éat-kuît, ha goullô en deûz va digaset ann Aotrou. Pérâg éta am hanvit-hu Noémi, mé péhini en deûz ann Aotrou Holl-C’halloudek mézékéet ha glac’haret?

22Don̄d a réaz éta Noémi gan̄t Ruth, ar Voabitez, hé merc’h-kaer, eûz a vrô hé ergerz; hag é tistrôaz da Vétléhem er préd ma édod ô védi ann heiz ken̄ta. ———— II. PENNAD. Ruth a ia da bennaoui é park Booz. Madélez Booz enn hé c’hén̄ver.

← Levr ar Varnerien 21Read In The App, Free →Kentañ Levr Shmouel 2 →

Study Kentañ Levr Shmouel 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234