Levr Sefania 1:12
Hag ével-henn é c’hoarvézô enn amzer-zé: c’houilia a rinn Jéruzalem gan̄t kleûzeûriou: emwélout a rinn ann dûd a zô éat doun enn ho hudurnez, hag a lavar enn hô c’halounou: Ann Aotrou na rai két a vâd, na rai két a zrouk.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Iouc’hit, tûd Pila: tavet eo pobl Kanaan; dispennet eo ann holl dûd-zé gôlôet a arc’han̄t.
Cross References
Psalms 10:4Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.
Psalms 14:1Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun: N’eûz kéd a Zoué. En em zaotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet da véza enn hô holl brédériou; n’eûz két a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.
Isaiah 5:19C’houi péré a lavar: Ra hastô, ra zeûi hép dalé hé ôber, évit ma her gwélimp; ra dôstai, ha ra zeûi kuzul san̄t Israel, ha ra anavézimp anézhan̄.
Jeremiah 16:16Hôgen mé n’ounn két bét strafiḻet, oc’h heûlia ac’hanod ével va méser; ha n’em eûz két c’hoan̄téet deiz ann dén; té her goar. Ar péz a zô deûet er-méaz eûz va muzellou, a zô bét éeun dira-z-od.
Ezekiel 8:12Hag hén̄ a lavaraz d’in: Évit-gwîr é wélez, mâb dén, ar péz a râ hénaoured tî Israel enn amc’houlou, ar péz a râ pép-hini anézhô é-kûz enn hé gampr; râg hî a lavar: Ann Aotrou n’hor gwél két; ann Aotrou en deûz dilézet ann douar.
Amos 6:1Gwâ c’houi péré a zô pinvidig é Sion, hag a laka hô fisian̄s é ménez Samaria; c’houi péré a zô hanvet pennou ar boblou, hag en em ziskouéz gan̄d eur fougé vrâz é tî Israel.