The Bible Software
Levr Sefania · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Sefania 1

1Ger ann Aotrou, péhini a zeûaz da Zofonias mâb Chusi, mâb Godolias, mâb Amarias, mâb Ézékias, é deisiou Josias, mâb Amon, roué Juda.

2Strolla, strolla a rinn kémen̄d a zô war c’horré ann douar, émé ann Aotrou.

3Strolla a rinn; ann dud hag al loéned; strolla a rinn evned ann én̄v ha peskéd ar môr: dispenna a rinn ar re fallagr, hag é kollinn ann dûd diwar ann douar, émé ann Aotrou.

4Astenna a rinn ivé va dourn war Juda, ha war holl dûd Jéruzalem: hag é kollinn diwar al léac’h-zé dilerc’hiou Baal, hag hanvou hé vinistred, gan̄d hé véleien:

5Hag ar ré a azeûl war ann tôennou armé ann én̄v, hag ar ré a azeûl ann Aotrou hag a dou dré hé hanô, hag a dou ivé dré hanô Melc’hom;

6Hag ar ré a zistrô dioud ann Aotrou hép mon̄d war hé lerc’h; ar ré na glaskon̄t két ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé gavout.

7Tavit dirâg ann Aotrou Doué: râk tôst eo deiz ann Aotrou; râg aozet eo ann hostiv gan̄d ann Aotrou; galvet eo hé vanvézerien gan̄t-han̄.

8Hag ével-henn é c’hoarvézô: é deiz hostiv ann Aotrou é emwélinn ar brin̄sed, ha bugalé ar roué ha kémen̄d hini a vézô gwisket gan̄d diḻad a-ziavéaz.

9Mé a emwélô ivé kémen̄d hini a iélô gan̄t balc’hder dreist ann treûzou enn deiz-zé, hag ar ré a leuñ tî ann Aotrou hô Doué a fallagriez hag a douellérez.

10Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é vézô eur garm brâz out porz ar péskéd, ha iouc’hadennou oud ann en̄v hag eul lazérez brâz eûz ar c’hrec’hiennou.

11Iouc’hit, tûd Pila: tavet eo pobl Kanaan; dispennet eo ann holl dûd-zé gôlôet a arc’han̄t.

12Hag ével-henn é c’hoarvézô enn amzer-zé: c’houilia a rinn Jéruzalem gan̄t kleûzeûriou: emwélout a rinn ann dûd a zô éat doun enn ho hudurnez, hag a lavar enn hô c’halounou: Ann Aotrou na rai két a vâd, na rai két a zrouk.

13Hô madou a vézô preizet, hag hô ziez a zeûi da véza didud: tiez a zavin̄t, ha na choumin̄t két enn-hô: gwiniennou a blan̄tin̄t, ha na évin̄t két ar gwîn anézhô.

14Tôst eo deiz brâz ann Aotrou, tôst eo ha téar: mouéz deiz ann Aotrou a zô c’houerô; énô é vézô en̄krézet ann dén kré.

15Eunn deiz a vuanégez é vézô ann deiz-zé, deiz a en̄krez hag a an̄ken, deiz a c’hlac’har hag a reûz, deiz a dévalien hag a amc’houlou, deiz a goabr hag a arné.

16Deiz korn-boud ha trouz, a-éneb ar c’heriou kré, hag ann touriou uc’hel.

17Ha mé a en̄krézô ann dûd, hag hî a valéô évél tûd dall, ô véza ma hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou: hag hô goad a vézô skuḻet ével poultr, hag hô c’horfou-marô a zeûi ével teil.

18Hô arc’han̄t hag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz buanégez ann Aotrou: é tân hé oaz é loun̄kô ann douar holl; râg hasta a rai bévézi ar ré holl a choumô war ann douar. ———— II. PENNAD Disman̄tr ar Filistined, ar Voabited, ann Ammonited, ann Étiopied hag ar Siried.

← Levr Havakouk 3Read In The App, Free →Levr Sefania 2 →

Study Levr Sefania 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123