Levr Sefania 1:15
Eunn deiz a vuanégez é vézô ann deiz-zé, deiz a en̄krez hag a an̄ken, deiz a c’hlac’har hag a reûz, deiz a dévalien hag a amc’houlou, deiz a goabr hag a arné.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Deiz korn-boud ha trouz, a-éneb ar c’heriou kré, hag ann touriou uc’hel.
Cross References
Isaiah 13:9Chétu deiz ann Aotrou a zeû, hag hén̄ krîz, ha leûn a frouden, a vuanégez hag a zrouk, évit lakaad didûd ann douar, ha brévi ar béc’herien a zô war-n-ézhan̄.
Jeremiah 30:7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou; grît trouz, ha kanit, ha livirit: Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.
Joel 2:11Dirédit, ha deûit, holl vrôadou trô-war-drô, hag en em strollit: énô é tiskarô ann Aotrou da ré gré.
Zephaniah 1:18Hô arc’han̄t hag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz buanégez ann Aotrou: é tân hé oaz é loun̄kô ann douar holl; râg hasta a rai bévézi ar ré holl a choumô war ann douar. ———— II. PENNAD Disman̄tr ar Filistined, ar Voabited, ann Ammonited, ann Étiopied hag ar Siried.
Luke 21:22Râk neuzé é vézô deisiou ar ven̄jan̄s, évit ma vézô sévénet kémen̄d a zô skrivet.