Levr Sefania 2:7
Da lôden é vézô d’ar ré a vézô choumet eûz a di Juda: énô é kavin̄t peûrvan, hag é c’hourvézin̄t diouc’h ar pardaez é tiez Askalon; râg ann Aotrou hô Doué hô emwélô, hag hô lakai da zistrei eûz ar sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hag aod ar môr a zeûi da éhan d’ar veserien, ha da éc’hoaz d’ann dén̄ved.
Cross References
Psalms 85:1Benniget éc’h eûz, Aotrou, da zouar; distrôet éc’h eûz Jakob eûz ar sklavérez.
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
Isaiah 14:1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.
Jeremiah 3:18Enn deisiou-zé éz ai tî Juda étrézé tî Israel, hag hî a zeûi kévret eûz a zouar ann han̄ter-nôz, d’ann douar em eûz rôet d’hô tadou.
Jeremiah 29:14Ar ré holl az karé hô deûz da anavézet, ha na glaskon̄t mui ac’hanod; ével eunn énébour em eûz skôet gan-éz, gan̄t krizder em eûz da gastizet, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’héd.