Levr Sefania 2:9
Râk-sé ével ma ounn béô, émé Aotrou ann arméou, Doué Israel, Moab a zeûi ével Sodoma, ha bugalé Ammon ével Gomorra, eunn douar séac’h ével spern, eur bern c’hoalen, ha lec’hiou didud da-vikenn: ann dilerc’h eûz va fobl a breizô anézhô, hag ann dilerc’h eûz va broad a berc’hennô anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 11:14Nicha a rain̄t war vôr war ziskoaz ar Filistined, preiza a rain̄t kévret bugalé ar sâv-héol. Sével a rain̄t hô dourn war Édom ha war Voab, ha bugalé Ammon a zen̄tô out-hô.
Isaiah 15:1Béac’h Moab. O véza ma eo bét diskaret Ar-Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet, ô véza ma eo bét diskaret môr Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet.
Isaiah 34:9Pénaoz é helli-dé énébi oud ann distéra rénér eûz a gériou-kré va Aotrou? Ma lékéez da fisian̄s enn Éjipt, enn hé girri, hag enn hé varc’heien;
Jeremiah 46:18Diskenn eûz da c’hloar, hag azez war ar zec’hed, merc’h a choum é Dibon: râg ann hini en deûz gwastet Moab a biñ enn-od, hag a ziskarô da gériou kré.