Levr Sefania 3:12
Ha mé a lézô enn da greiz eur bobl paour ha tavan̄tek: hag hî a lakai hô géd é hanô ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:8Ha bréman̄ ann Aotrou, hon Doué, en deûz sélaouet eunn nébeût hag évid eunn amzer oud hor péden, évit lézel gan-é-omp ann dilerc’h a zô choumet, évit rei d’é-omp alc’houéz hé léac’h san̄tel; évit ma sklérajé hon Doué hon daoulagad, ha ma rôjé d’é-omp eunn nébeût buez enn hor sklavérez;
Isaiah 6:13Déoget é vézô c’hoaz, hag é tistrôi oud ann Aotrou, hag en em ziskouézô brâz ével ann térébin̄t, hag ével ann derven a astenn kaer he skourrou: hag ar wenn a vézô choumet enn-hi a vézô eur wenn zan̄tel. ———— VII. PENNAD. Eur werc’hez a c’hanô eur mâb hanvet Emmanuel.
Isaiah 61:1Piou eo hé-man̄ a zeû eûz a Édom, gan̄d hé ziḻad livet eûz a Vosra? Hé-man̄ péhini a zo kaer enn hé zaé, hag a valé gan̄t kalz a ners. Mé eo, a gomz hervez ar reiz, hag a stourm évit savétei.
Jeremiah 50:20Hag ann daou beûl, hag ar môr, hag ann daouzék éjenn a oa da zô1 d’ézhan̄, péré en dôa gréat ar roué Salomon évit tî ann Aotrou; na ouzeûr két ar poéz eûz a arem ann holl listri-zé.
Micah 5:6Pétrâ a genniginn-mé a hétuz d’ann Aotrou? ha pléga a rinn-mé va glîn dirâg ann Doué uc’hel-brâz? ha kenniga a rinn-mé d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha leûéou bloasiek?