Levr Sefania 3
1Gwâ ar géar heskiner, a zô bét dasprénet, hag a choum ével eur goulm.
2N’é deûz két sélaouet ar vouéz, n’é deûz két digéméret ar c’hélenn: n’é deûz két lékéat hé fisian̄s enn Aotrou, n’eo két tostéet oud hé Doué.
3Hé frin̄sed enn hé c’hreiz a zô ével léoned ô iuda: hé barnerien ével bleizi a zebr hô freiz diouc’h ar pardaez, ha na lézon̄t nétrâ évid ar mintin.
4Hé froféded a zô tûd diskian̄t, tûd disléal: hé béleien hô deûz saotret ann traou san̄tel, hag hô deûz torret al lézen enn eunn doaré direiz.
5Ann Aotrou reiz a zô enn hé c’hreiz; na rai két hén̄ a fallagriez: diouc’h ar mintin, diouc’h ar mintin é tougô hé varn oud ar goulou, ha n’hé c’huzô két; hôgen ar fallagr n’en deûz két bét a véz.
6Dispennet em eûz ar brôadou, hag hô zouriou a zô bét diskaret: freûzet em eûz hô hen̄chou, enn hévélep doaré n’az â dén ébiou: disman̄tret eo hô cheriou, ha n’az â dén, ha na choum dén enn-hô.
7Lavaret em eûz: Koulskoudé é touji ac’hanoun, hag é tigéméri va c’hélen: hag hé c’héar na vézô két disman̄tret, pé wall-bennâg ma é deûz gréat évit ma emwélchenn anézhi: ha koulskoudé ô sével diouc’h ar mintin hô deûz saotret hé holl vénosiou.
8Râk-sé gortoz ac’hanoun, émé ann Aotrou, enn deiz da zon̄t eûz va dazorc’h; râk va ratoz eo strolla ar brôadou, ha grounna ar rouan̄télésiou, évit skuḻa war-n-ézhô va drouk, hag holl vuanégez va frouden: râg é tân va oaz é vézô loun̄ket ann douar holl.
9Râk neûzé é rôinn d’ar boblou muzellou dilennet, évit ma c’halvin̄t holl hanô ann Aotrou, ha ma servichin̄t anézhan̄ gan̄d eunn hévélep skoaz.
10Eûz a enn tu all da ster ann Étiopia é teûor da bidi ac’hanoun, ha bugalé ar ré eûz va fobl a vézô bét skiñet a zigasô rôou d’in.
11Enn deiz-zé na vézi mui mézékéet gan̄d ann holl wall-ôberiou é péré ec’h eûz péc’het em énep; râk neûzé é tenninn eûz da greiz ar ré hô deûz savet da valc’hder gan̄d hô labennérez, ha n’en em fisiot mui em ménez san̄tel.
12Ha mé a lézô enn da greiz eur bobl paour ha tavan̄tek: hag hî a lakai hô géd é hanô ann Aotrou.
13Dilerc’hiou Israel na rain̄t két a fallagriez, ha na livirin̄t két a c’hevier; ha na vézô két kavet enn hô génou a déôd touelluz: râk hî a beûrô, hag a c’hourvézô, ha na vézô hini évid hô spoun̄ta.
14Kân meûleûdiou, merc’h Sion: béz el lévénez, Israel: en em laouéna, ha trîd enn da holl galoun, merc’h Jéruzalem.
15Lamet en deûz ann Aotrou da varn, pelléet en deûz da énébourien: ann Aotrou, roué Israel a zô enn da greiz, n’az pézô mui a aoun râk drouk.
16Enn deiz-zé é vézô lavaret da Jéruzalem: N’az péz két a aoun; da Zion, na vézet két dinerzét da zaouarn.
17Ann Aotrou da Zoué enn da greiz a zô kré; hén̄ az dieûbô: en em laouénaad a rai diwar da benn;
18Strolla a rinn ar skan̄benned péré hô doa dilézet al lézen, ô véza ma oan̄t deûet ac’hanod, évit n’az pézô mui a vézégez diwar hô fenn.
19Chétu mé a lazô enn amzer-zé kémen̄d hini en dévézô da c’hlac’haret: dieûbi a rinn ann hini gamm; hag é strollinn ann hini a oa bét distolet: ha mé hô lakai é meûleûdi, hag é hanô-mad é holl zouar hô mézégez.
20Enn amzer-zé, é péhini é tigasinn ac’hanoc’h, hag enn amzer é péhini é strollinn ac’hanoc’h, hô likiinn é hanô-mâd é-touez holl boblou ann douar, pa likiinn da zistrei hô sklaved dirâg ho taoulagad, émé ann Aotrou.