Levr Izaia 6:13
Déoget é vézô c’hoaz, hag é tistrôi oud ann Aotrou, hag en em ziskouézô brâz ével ann térébin̄t, hag ével ann derven a astenn kaer he skourrou: hag ar wenn a vézô choumet enn-hi a vézô eur wenn zan̄tel. ———— VII. PENNAD. Eur werc’hez a c’hanô eur mâb hanvet Emmanuel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:2Râk kéméret hô deûz eûz hô merc’hed évit-hô hag évid hô mipien; ha kemmesket hô deûz ar wenn zan̄tel gan̄t pobl ar vrô; ha dourn ar brin̄sed hag ar rénerien a zô en em rôet da gen̄ta d’ar gwall-zé.
Job 14:7Géd é deûz ar wézen: mar béz trouc’het, é glazvez c’hoaz, hag hé skourrou a vann adarré.
Isaiah 4:3Ha chétu pétrâ a vézô: kémen̄d hini a vézô bét dilézet é Sion, hag a vézo choumet é Jéruzalem, a vézô hanvet san̄t, kémen̄d hini a vézô bét skrivet hé hanô é-touez ar ré véô é Jéruzalem:
Ezekiel 6:8Lôd ac’hanoc’h a virinn eûz ar ré a vézô bét tec’het diouc’h klézé ar brôadou, p’am bezô hô skiñet dré ar brôiou.