Levr Sefania 3:2
N’é deûz két sélaouet ar vouéz, n’é deûz két digéméret ar c’hélenn: n’é deûz két lékéat hé fisian̄s enn Aotrou, n’eo két tostéet oud hé Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Gwâ ar géar heskiner, a zô bét dasprénet, hag a choum ével eur goulm.
Cross References
Psalms 10:4Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.
Psalms 73:28Hôgen mâd eo d’in en em staga ouc’h Doué; ha lakaat va géd enn Aotrou Doué; évit ma embanninn da holl veûleûdiou é-tâl persier merc’h Sion. ———— LXXIII. PSALM. Poell da Asaf.
Proverbs 1:7Doujan̄s ann Aotrou eo penn-ken̄ta ar furnez. Ar ré ziskian̄t a zispriz ar furnez hag ar gélennadurez.
Isaiah 1:5War béléac’h é skôinn-mé ac’hanoc’h hiviziken, c’houi péré a laka gwall war wall? Pép penn a zô môréduz, ha pép kaloun doaniuz.