Levr Sefania 3:20
Enn amzer-zé, é péhini é tigasinn ac’hanoc’h, hag enn amzer é péhini é strollinn ac’hanoc’h, hô likiinn é hanô-mâd é-touez holl boblou ann douar, pa likiinn da zistrei hô sklaved dirâg ho taoulagad, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 35:6Ra vézô hô hén̄t téval ha riskluz; ha r’az ai éal ann Aotrou war hô lerc’h.
Isaiah 27:12Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna; hag é vézô lavaret dézhan̄: Lenn; hag hén̄ a lavarô: Na ouzonn két lenna.
Isaiah 56:8Neûzé da c’houlou a darzô ével goulou-deiz, hag é teûi buan da véza iac’h; da reizded a gerzô enn da raok, ha gloar ann Aotrou az dilennô.
Isaiah 61:9Enn hô holl c’hlac’har né két bet glac’haret, hag ann éal a zô dira-z-han̄ en deûz hô dieûbet: enn hé garan̄tez hag enn hé drugarézou en deûz hô dasprénet; hô douget en deûz, hô c’horréet en deûz é péb amzer.
Isaiah 62:12Goudé-zé, Aotrou, ha té en em zalc’hô c’hoaz? Ha té a davô, hag a c’hlac’harô ac’hanomp gan̄d diboell? ———— LXV. PENNAD. Galvidigez ar Jen̄tiled. Dilerc’h ar Iuzevien miret.
Jeremiah 23:3Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Pétrâ a wélez-té, Jérémias? Ha mé a lavaraz: Fiez; fiez mâd, eûz ar ré wella, ha fiez fall, gwall fall; na ha helleur két hô dibri, ker fall in̄t.